Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/221

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
212
SANT IAN, XVI.

a lavar deomp : A-ben eun neubeud amzer n’am gwelot mui, ha : C’hoas eun neubeud amzer goude, e velot ac’hanoun adare ; hag an dra-man : Abalamour ma’z an da gavoud an Tad ? (18) Lavaret a rent eta : Petra a lavar : A-ben eun neubeud amzer ? Na ouzomp ket petra a lavar.

(19) Jesus eta, o c’houzoud ho doa c’hoant d’hen interroji, a lavaraz dezhe : Goulen a rit an eil digant egile petra eo ar pez em euz lavaret : Abarz eun neubeud amzer n’am gwelot mui ; ha c’hoas, eun neubeud amzer goude, am gwelot adare. (20) E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h, c’houi a welo, hag a huanado, hag ar bed a vezo er joa ; c’houi a vezo en dristidigez ; mes ho tristidigez a vezo troet en joa. (21) Pa vez eur vreg o c’henel eur bugel, he deuz poaniou braz, rag deuet eo he amzer ; mes kerkent ha ma he deuz ganet eur bugel, n’he deuz mui a zonj euz he foan, gant ar joa he deuz da veza ganet eun den er bed. (22) Evel-se, c’houi a zo breman en dristidigez ; mes ho kwelet a rin a-nevez, hag ho calon a vezo karget a levenez, ha den ne hallo lemmel ho levenez diganeoc’h. (23) Hag en deïz-ze na c’houlennot ken netra diganen.

E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h, kement a c’houlennot digant an Tad em hano, hen roio deoc’h. (24) Bete vreman n’hoc’h euz goulennet netra em hano; goulennit, hag e recevot, evit ma vezo peurleuniet ho choa.

(25) Dre barabolennou em euz lavaret deoc’h an traou-man ; mes dond a ra an amzer ma ne gomzin mui ouzoc’h dre barabolennou, mes ma komzin deoc’h sclear divarben an Tad. (26) En deiz-ze e c’houlennot em hano, ha ne lavaran ket deoc’h e pedin an Tad evidoc’h, (27) rag an Tad he-unan a gar ac’hanoc’h, abalamour ma hoc’h euz va c’haret, ha ma hoc’h euz credet ez oun deuet euz a Zoue. (28) Me a zo deuet euz an Tad, hag ez oun deuet er bed ; kuitaad a ran adare ar bed, hag ez an da gavoud an Tad.

(29) He ziskibien a lavaraz dezhan : Setu, breman e komzez sclear, ha na leverez mui a barabolennou. (30) Breman ec’h ouzomp ec’h anavezez pep tra, ha n’ec’h euz ket ezom e teufe den d’az interroji ; abalamour da ze eo e credomp ez oud deuet euz a Zoue.