Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/215

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
206
SANT IAN, XIII.

livirit ; rag beza ez oun. (14) Rag-se mar em euz-me, me pehini eo an Aotrou hag ar Mestr, gwalc’het deoc’h ho treid, c’houi a dle ive gwalc’hi ho treid an eil d’egile. (15) Rag roet em euz deoc’h eur skouer, evit ma reot evel ma em euz great deoc’h. (16) E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h : Ar mevel n’e ket brassoc’h eged he vestr, nag ar c’hannad brassoc’h eged an hini hen deuz hen digasset. (17) Mar gouzoc’h an traou-ze, ez oc’h eürus, gant m’ho lakeot en pratic. (18) Ne gomzan ket ac’hanoc’h holl ; gouzoud a ran pere em euz choazet ; mes red eo e vez accomplisset ar Scritur : An hini a zebr bara ganen, hen deuz savet he droad a-enep d’in. (19) A-vreman hen lavaran deoc’h, araog ma c’hoarvezo an dra-ze ; evit pa c’hoarvezo, ma c’hanavezot ac’hanoun evit ar pez ma’z oun. (20) E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h : An neb a zigemer an hini a vezo kasset ganen, a zigemer ac’hanoun ; hag an hini a zigemer ac’hanoun, a zigemer an hini hen deuz va digasset.

(21) Pa hen doe Jesus lavaret kement-se, e oe troublet en he spered, hag e roaz an desteni-man : E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h, unan ac’hanoc’h am zrahisso. (22) Hag an diskibien a zelle an eil ouz egile, o veza ne ouient ket divarben piou e komze. (23) Hogen, unan anezhe, an hini a oa karet gant Jesus, a oa ouz taol, harp ouz calon Jesus. (24) Simon Per a reaz sin da he-man da c’houlen diganthan divarben piou e komze. (25) Hag hen, o c’harpa he ben var galon Jesus, a lavaraz dezhan : Aotrou, piou eo ? (26) Jesus a respontaz : An hini a roin dezhan eun tam trempet ganen, hennes eo. Hag o veza trempet eun tam, e roaz anezhan da Judas Iscariot, mab Simon. (27) Ha goude m’hen doe kemeret Judas an tam, Satan a antreaz enhan. Jesus eta a lavaraz dezhan : Hast buhan ober ar pez ec’h euz da ober. (28) Mes hini euz ar re a oa ouz taol na gomprenaz perag hen doa lavaret dezhan kement-se. (29) Rag darn a zonje, abalamour ma oa ar ialc’h gant Judas, e lavare Jesus dezhan : Pren an traou a zo red deomp da gaoud evit ar gouel ; pe : Ro eun dra-benag d’ar beorien.

(30) Judas eta, o veza kemeret an tam, a ieaz er meaz rag-tal. Hogen deuet e oa an noz.

(31) Pa oe eat er meaz, Jesus a lavaraz : Breman eo glori-