Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/214

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
205
SANT IAN, XIII.

anezhan ; ar gomz em euz lavaret, honnes eo a varno anezhan en deiz diveza. (49) Rag n’e ket ac’hanoun va-unan em euz komzet ; mes an Tad, pehini hen deuz va digasset, hen deuz gourc’hemenet d’in petra a dleen da lavaret ha da gelen. (50) Ha me a oar penaos he c’hourc’hemen eo ar vuez eternel. Rag-se eta an traou a lavaran, ho lavaret a ran evel ma hen deuz an Tad ho lavaret d’in.


CHABISTR XIII.


ARAOG gouel ar Pask, Jesus, o c’houzoud e oa deuet he heur evit tremen euz ar bed-man d’he Dad, evel m’hen doa karet he re pere a oa er bed, ho c’haraz beteg ar fin.

(2) Ha pa oe deuet koan (an Diaoul o veza lakeat dija e calon Judas Iscariot, mab Simon, ar sonj da drahissa anezhan), (3) Jesus, o c’houzoud hen doa an Tad lakeat pep tra etre he zaouarn, hag e oa deuet euz a Zoue, hag e tistroe da Zoue, (4) a zavaz diouz koan, hag a lammaz he vantel ; hag o veza kemeret eul lienen, hen lekeaz en dro dezhan. (5) Goude-ze e lekeaz dour en eur vasin, hag en em lekeaz da walc’hi treid he ziskibien, ha d’ho zec’ha gant al lienen a oa en dro dezhan.

(6) Dond a reaz eta da Simon Per, hag he-man a lavaraz dezhan : Penaos, Aotrou, te a walc’hfe d’in-me va zreid ! (7) Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhan : Na ouzoud ket breman petra a ran ; mes gouzoud a ri divezatoc’h. (8) Per a lavaraz dezhan : Biken na walc’hi va zreid d’in. Jesus a respontaz dezhan : Ma na walc’han ket ac’hanoud, n’ez pezo ket a lod ganen. (9) Neuze Simon Per a lavaraz dezhan : Aotrou, n’e ket hep-ken va zreid, mes ive va daouarn ha va fen. (10) Jesus a lavaraz dezhan : An hini a zo bet en dour, n’hen deuz mui ezom e vez gwalc’het dezhan nemed he dreid ; ha goude ez eo net holl. Hogen, c’houi a zo net, mes n’oc’h ket holl. (11) Rag gouzoud a rea piou e oa an hini a drahisse anezhan ; hag evit se eo e lavaraz : N’oc’h ket holl net.

(12) Pa hen doe eta gwalc’het ho zreid dezhe, ha m’hen doe kemeret he vantel, o veza en em lakeat adare ouz taol, e lavaraz dezhe : Ha gouzoud a rit-hu petra em euz great deoc’h ? (13) Va gervel a rit Mestr hag Aotrou, ha mad a