Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/213

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
204
SANT IAN, XII.

ar bed-man ; ha prins ar bed-man a ia da veza breman taolet er meaz. (32) Ha me, pa vezin bet savet euz an douar, a denno an holl d’am c’havout. (33) Hogen, kement-se a lavare evit diskouez a be seurt maro e tlie mervel.

(34) Ar bobl a respontaz dezhan : Ni hon euz desket dre al lezen e tle ar C’hrist choum da viken ; penaos eta e leverez-te ez eo red e vez savet Mab an den ? Piou eo ar Mab-an-den-ze ?

(35) Jesus a lavaraz dezhe : Ar sclerijen a zo c’hoas ganeoc’h evit eun neubeud amzer ; baleit e-pad ma hoc’h euz ar sclerijen, gant aoun ne gouezfe an devalijen a-daol varnoc’h ; rag an hini a vale en devalijen na oar ket pe leac’h ez a. (36) E-pad ma hoc’h euz ar sclerijen, credit er sclerijen, evit ma viot bugale ar sclerijen. Jesus a lavaraz an traou-ze, ha goude ez eaz kuit hag en em guzaz outhe.

(37) Mes evithan da veza great kement a viraclou dirazhe, ne gredjont ket enhan. (38) Evit ma vije accomplisset ger ar profet Izaias, pehini hen doa lavaret : Aotrou, piou hen deuz credet d’ar pez hon euz prezeget, ha da biou eo bet discleriet breac’h an Aotrou ?

(39) Dre-ze na hellent ket credi, rag Izaias hen deuz lavaret c’hoas : (40) Dallet hen deuz ho daou-lagad, ha kaledet hen deuz ho c’halon, evit na velint ket gant ho daou-lagad, ha na gomprenint ket gant ho c’halon, ha na zistroint ket, ha na iac’hein ket anezbe. (41) Izaias a lavaraz an traou-ze, pa velaz he c’hloar, ha pa gomzaz euz anezhan.

(42) Koulskoude kalz, memeus euz ar re vrassa, a gredaz enhan ; mes ne anzavent ket anezhan, gant aoun rag ar Farizianed, ha da veza taolet er meaz euz ar sinagog. (43) Rag gwelloc’h e oa ganthe ar gloar a zeu euz an dud, eged gloar Doue.

(44) Hogen, Jesus a griaz hag a lavaraz : An hini a gred enoun, n’e ket enoun eo e cred, mes en hini hen deuz va digasset. (45) Hag an neb a vel ac’hanoun, a vel an hini hen deuz va digasset. (46) Me a zo deuet er bed, me pehini a zo ar sclerijen, evit na choumo ket en devalijen an neb a gred enoun. (47) Mar d’euz unan-benag hag a glev va c’bomzou ha na gred ket, na varnan ket anezhan, rag n’oun ket deuet evit barna ar bed, mes evit savetei ar bed. (48) An hini am disprij ha na zigemer ket va c’homzou, hen deuz unan hag a varn