Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/211

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
202
SANT IAN, XII.

Judevïen, mes mond a reaz ac’hane da eur vro tost d’an dezert, da eur gear galvet Ephraïm ; hag e choumaz eno gant he ziskibien.

(55) Hogen, Pask ar Judevien a oa tost, ha kalz a dud euz ar vro-ze a ieaz da Jerusalem araog ar Pask, evit en em burifia. (56) Klask a reant eta Jesus, hag e lavarent an eil d’egile, o choum ebarz an templ : Petra a zonj deoc’h ? daoust hag hen na zeuio ket d’ar gouel ? (57) Mes prinsed ar veleien hag ar Farizianed ho doa roet urz, mar gouie unan-benag pe leac’h e oa, hen roje da c’houzoud dezhe, evit ma heljent cregi enhan.


CHABISTR XII.


C’HOUEC’H devez araog ar Pask, Jesus a zeuaz da Vethani, el leac’h ma oa Lazar pehini a oa bet maro, hag a oa bet resussitet ganthan. (2) Eno e oe great eur goan dezhan, ha Martha a oa o servicha, ha Lazar a oa unan euz ar re a oa ouz taol ganthan.

(3) Neuze Mari, o veza kemeret eul lur eol pur a c’houez-vad, hag a briz huel, a eoliaz treid Jesus, hag ho zec’haz gant he bleo ; hag an ti a oe karget gant ar c’houez-vad euz an eol-ze.

(4) Neuze unan euz he ziskibien, Judas Iscariot, mab Simon, (5) an hini a dlie hen trahissa, a lavaraz : Perag n’eo ket bet gwerzet an eol-ze tri c’hant diner, (6) ha roet an arc’hant d’ar beorien ? Mar lavare an dra-ze, ne oa ket abalamour m’hen doa sourci ouz ar beorien, mes dre ma oa laer, ha ma talc’he ar ialc’h, (7) ha ma touge ar pez a vije lakeat enhi. Jesus a lavaraz eta dezhan : Lez anezhi ; miret he deuz anezhan evit an deiz ma vezin sebeliet. (8) Rag c’houi ho pezo peorien bepred ganeoc’h ; mes n’ho pezo ket atao ac’hanoun-me.

(9) Neuze eur foul braz a Judevien, o veza gouezet e oa Jesus eno, a zeuaz di, n’e ket hep-ken abalamour da Jesus, mes ive evit gwelet Lazar, a oa bet resussitet ganthan a-douez ar re varo. (10) Ha prinsed ar veleien en em guzuliaz evit lakaad ive Lazar d’ar maro, (11) rag kalz euz ar Judevien a iea, abalamour dezhan, hag a grede en Jesus.

(12) An deiz varlerc’h, eur foul braz a dud pere a oa deuet d’ar gouel, o klevet e teue Jesus da Jerusalem, (13) a gemeraz brancou palmez, hag a zeuaz d’he zialben, en eur