Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/208

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
199
SANT IAN, XI.

c’hanavezot ha ma credot ema an Tad enoun ha me enhan.

(39) Klask a rent eta c’hoas cregi enhan ; mes mond a reaz euz tre ho daouarn.

(40) Hag ez eaz a-nevez en tu all d’ar Jourdan, el leac’h ma oa Ian o vadezi da genta ; hag e choumaz eno. (41) Ha kalz a zeuaz d’he gavoud, hag e lavarent : Ian, evit gwir, n’hen deuz great miracl e-bed ; mes kement hen deuz lavaret Ian divarben he-man a zo gwir. (42) Ha kalz a gredaz enhan eno.


CHABISTR XI.


BEZ’ e oa eun den klanv hanvet Lazar, euz a Vethani, bourg Mari ha Martha he c’hoar. (2) (Mari eo an hini a eoliaz an Aotrou gant eun eol a c’houez-vad, hag a zec’haz he dreid dezhan gant he bleo ; ha Lazar, he breur, eo a oa klanv.) (3) He c’hoarezed eta a gassaz tud da lavaret da Jesus : Aotrou, an hini a gerez a zo klanv.

(4) Pa glevaz Jesus kement-se, e lavaraz : Ar c’hlenved-ze n’eo ket d’ar maro, mes evit gloar Doue, evit ma vezo glorifiet Mab Doue dreizhan.

(5) Hogen, Jesus a gare Martha, hag he c’hoar ha Lazar. (6) Koulskoude, pa hen doa klevet penaos e oa klanv, e choumaz daou devez c’hoas el leac’h ma oa. (7) Neuze e lavaraz d’he ziskibien : Deomp adare en Jude. (8) An diskibien a lavaraz dezhan : Mestr n’euz ket pell ar Judevien a glaske meina ac’hanoud, hag ez ez c’hoas di ! (9) Jesus a respontaz : Ha n’euz ket daouzec heur en deiz ? Mar deu unan-benag da vale pa vez sclear an deiz, ne gwezo ket, rag gwelet a ra sclerijen ar bed-man. (10) Mes, mar bale e-pad an noz, e teu da gweza, abalamour n’hen deuz ket a sclerijen.

(11) Evel-se e komzaz, ha goude e lavaraz dezhe : Lazar hor mignon a zo kousket ; mes me a ia d’hen dihuna. (12) He ziskibien a lavaraz dezhan : Aotrou, mar d’eo kousket, e vezo rentet d’ar iec’hed. (13) Hogen, Jesus hen doa komzet euz a varo Lazar ; mes int a grede e komze euz a repos ar c’housk. (14) Neuze Jesus a lavaraz dezhe freaz : Lazar a zo maro. (15) Hag ez oun contant abalamour deoc’h ne oann ket eno, evit ma credot ; mes deomp d’he gavout. (16) Thomas, a c’halver Didimus, a lavaraz d’an diskibien all : Deomp ive ni, evit ma varvimp assambles ganthan.