Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/20

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
11
SANT VAZE, VII.

koulskoude ho Tad celestiel a vag anezhe. Ha n’och-hu ket kalz talvoudusoc’h egethe ? (27) Ha piou ac’hanoc’h-hu gant he zourci a helfe creski he vent euz a eun ilinad hep-ken ? (28) Ha perag oc’h-hu en sourci divarben ar wiskamant ? Deskit penaos e cresk lili ar parcou ; na labouront ket, na nezont ket. (29) Koulskoude me a lavar deoc’h penaos Salomon he-unan, en he holl c’hloar, n’eo ket bet gwisket evel unan anezhe. (30) Mar gwisk eta Doue er giz-se yeot ar parcou, pehini a zo hirio, hag a vezo varc’hoas taolet er forn, ha na wisko-hen ket ac’hanoc’h-hu kalz kentoc’h o tud a neubeud a feiz ? (31) Na vezit ket eta en sourci, o lavaret : Petra a zebrimp-ni ? pe, petra a evimp-ni ? pe, gant petra en em wiskimp-ni ? (32) Rag ar baianed eo a glak an holl draou-ze ; hag ho Tad celestiel a oar hoc’h euz ezom euz an holl draou-ze. (33) Mes klaskit da genta rouantelez Doue hag he justis, hag an holl draou-ze a vezo roet deoc’h ouzpen. (34) Rag-se na vezit ket en sourci gant an deiz varlearc’h ; rag an deiz varlearc’h hen devezo soagn euz ar pez a zell outhan. Da bep devez ez eo awalch he boan.


CHABISTR VII.


NA varnit ket, evit na veot ket barnet ; (2) rag diouz ar varn ma varnit e veot barnet ; ha diouz ar muzur ma vuzurit e vezo muzuret deoc’h. (3) Ha perag e sellez-te ouz ar blouzen e lagad da vreur, ha na velez ket an treust a zo en da lagad da-unan ? (4) Pe c’hoas penaos e leverez-te d’az preur : Lez ac’hanoun da lemmel ar blouzen euz da lagad, ha setu eun treust en da lagad da unan ? (5) Hipocrit ! lam da genta an treust euz da lagad da-unan, ha neuze e veli penaos lemmel ar blouzen euz a lagad da vreur. (6) Na roit ket an traou zantel d’ar chass, ha na daolit ket ho perlez dirag ar moc’h, gant aoun na zeufent d’ho flastra dindan ho zreid, ha na zistrofent evit ho tiframma. (7) Goulennit, hag e vezo roet deoc’h ; klaskit, hag e kefot ; skoit, hag e vezo digoret deoc’h. (8) Rag piou-benag a c’houlen, a receô ; hag an hini a glask, a gav, ha d’an hini a sko, e vez digoret. (9) Ha piou eo an den ac’hanoc’h-hu, mar goulen he vab bara diganthan, a ro dezhan eur mean ? (10) Ha mar goulen eur pesk, a ro dezhan eur serpant ? (11) Mar gouzoc’h