Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/197

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
188
SANT IAN, VII.

oul. (71) Hogen, euz a Judas Iscariot, mab Simon, eo e komze ; rag hennes eo a dlie hen trahissa, evit-han da veza unan euz an daouzec.


CHABISTR VII.


GOUDE an traou-ze, Jesus a valee dre ar Galile, rag ne felle ket dezhan choum er Jude, abalamour ma klaske ar Judevien hen lakaad d’ar maro.

(2) Hogen, gouel ar Judevien, hanvet gouel an Tabernaclou a dostae. (3) Hag he vreudeur a lavaraz dezhan : Kea kuit ac’halen, ha kea er Jude, evit ma velo ive da ziskibien an oberou a rez. (4) Rag den na ra netra en kuz, pa vez o klask beza anavezet. Mar grez an traou-ze, en em ziskouez da-unan d’ar bed. (5) Rag he vreudeur ho-unan na gredent ket enhan. (6) Jesus a lavaraz dezhe : Va amzer n’eo ket deuet c’hoas ; mes hoc’h amzer c’houi a vez da bep koulz. (7) Ar bed na hell ket ho kasaad ; mes kasaad a ra ac’hanoun-me, abalamour ma roan testeni divar he ben penaos eo fall he oberou. (8) It c’houi d’ar gouel-ze ; evidoun-me, n’ed an ket c’hoas, rag n’eo ket erru c’hoas va amzer.

(9) Hag o veza lavaret kement-se dezhe, e choumaz er Galile.

(10) Mes, pa oe eat he vreudeur kuit, ez eaz ive d’ar gouel ; n’ez eaz ket publicamant, mes evel en kuz. (11) Ar Judevien eta a glaske anezhan e-pad ar gouel, hag a lavare : E pe leac’h ema ? (12) Ha kalz a drouz a oa divar he ben e-touez ar bobl. Darn a lavare : Eun den mad eo ; ha darn all a lavare : N’eo ket, mes trompla a ra ar bobl. (13) Koulskoude, den e-bed na gomze freaz divar he ben, gant aoun rag ar Judevien.

(14) Var-dro hanter ar gouel, Jesus a bignaz d’an templ, hag en em lakaz da gelen. (15) Hag ar Judevien a oa souezet braz, hag a lavare : Penaos ec’h hell an den-ze anavezoud ar Scrituriou, pa n’hen deuz biskoas ho disket ?

(16) Jesus a respontaz dezhe : Va c’helenadurez na zeu ket ac’hanoun-me, mes euz an hini hen deuz va digasset. (17) Mar fell da unan-benag ober bolontez Doue, ec’h anavezo pe euz a Zoue eo va c’helenadurez, pe ac’hanoun va-unan eo e komzan. (18) An hini a gomz anezhan he-unan a glask he c’hloar he-unan ; mes an hini a glask gloar an hini hen deuz kasset anezhan, a zo dign da veza credet, ha n’euz