Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/196

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
187
SANT IAN, VI.


(52) Ar Judevien a zispute eta etrezhe, en eur lavaret : Penaos ec’h hell an den-ze rei deomp he gig da zebri ? (53) Jesus a lavaraz dezhe : E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h : Ma na zebrit ket kig Mab an den, ha ma na efit ket he voad, n’ho pezo ket ar vuez enoc’h hoc’h-unan. (54) An hini a zebr va c’hig hag a ev va goad, hen deuz ar vuez eternel ; ha me hen resussito en deiz diveza. (55) Rag va c’hig a zo en gwirionez eur vagadurez, ha va goad a zo en gwirionez eun evach. (56) An hini a zebr va c’hig hag a ev va goad, a choum enoun, ha me enhan. (57) Evel ma hen deuz an Tad, pehini a zo beo, va digasset, hag evel ma vevan dre an Tad ; evel-se ive an hini a zebr ac’hanoun, hennes a vevo dreizoun. (58) He-man eo ar bara diskennet euz an env. N’e ket evel ho tadou pere ho deuz debret ar mann, hag a zo marvet ; an hini a zebro ar bara-man a vevo da viken.

(59) Jesus a lavaraz an traou-ze, pa oa o kelen er sinagog a Gapernaüm.

(60) Kalz euz he ziskibien, o veza klevet anezhan, a lavaraz : Ar gomz-se a zo kaled, piou a hell selaou anezhi ? (61) Mes Jesus, o c’houzoud enhan he-unan e vurmure he ziskibien var gement-se, a lavaraz dezhe : Scandalizet oc’h-hu gant an dra-man ? (62) Petra eta a lavarot-hu mar gwelit Mab an den o pignad el leac’h ma oa diagent ? (63) Ar spered eo a ro buez ; ar c’hig na zervich da netra. Ar c’homzou a lavaran a zo spered ha buez. (64) Mes bez’ ez euz en ho touez lod ha ne gredont ket. Rag Jesus a ouie adaleg ar pen-kenta piou a oa ar re ne gredent ket, ha piou a oa an hini a dlie hen trahissa. (65) Hag e lavare : Abalamour da ze em euz lavaret deoc’h, den e-bed na hell dond d’am c’havout, ma n’eo ket bet roet kement-se dezhan gant va Zad.

(66) Divar neuze, meur a hini euz he ziskibien a dec’haz kuit, ha n’ez eent mui assambles ganthan.

(67) Jesus a lavaraz eta d’an daouzec : Ha na fell ket deoc’h-hu ive mond kuit ? (68) Simon Per a respontaz dezhan : Aotrou, da gavoud piou ez afemp-ni ? Ganez ema komzou ar vuez eternel ; (69) ha ni hon euz credet, hag hon euz anavezet ez oud ar C’hrist, Mab an Doue beo. (70) Jesus a respontaz dezhan : Ha n’em euz-me ket ho choazet ho taouzec ? hag unan ac’hanoc’h a zo eun dia-