Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/186

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
177
SANT IAN, III.

gredit ket, pa em euz komzet deoc’h euz traou an douar, penaos e credot-hu mar komzan deoc’h euz traou an env ? (13) Hogen den e-bed n’eo bet pignet en env, nemed an hini a zo diskennet euz an env, da lavaret eo, Mab an den pehini a zo en env. (14) Hag evel ma savaz Moises ar serpant ebarz an dezert, evel-se eo red da Vab an den beza savet, (15) evit na berisso ket piou-benag a gred enhan, mes ma hen devezo ar vuez eternel. (16) Rag Doue hen deuz karet kement ar bed, ma hen deuz roet he Vab unic, evit na vezo ket kollet piou-benag a gred enhan, mes ma hen devezo ar vuez eternel. (17) Rag Doue n’hen deuz ket digasset he Vab er bed, evit barna ar bed, mes evit ma vezo salvet ar bed dreizhan. (18) An neb a gred enhan n’eo ket barnet, mes an neb na gred ket a zo dija barnet, abalamour n’hen deuz ket credet en hano Mab unic Doue. (19) Hag ar pez a zo caoz d’ar varnedigez-ze eo ma’z eo deuet ar sclerijen er bed, ha ma ho deuz an dud karet muioc’h an devalijen eged ar sclerijen, rag ho oberou a oa fall. (20) Rag kement hini a ra an droug hen deuz kaz euz ar sclerijen, ha ne dosta ket ouz ar sclerijen gant aoun na vez discleriet he oberou. (21) Mes an hini a ra he oberou hervez ar wirionez a dosta ouz ar sclerijen, evit ma vezo gwelet he oberou, rag en Doue ez int great.

(22) Goude-ze, Jesus a ieaz gant he ziskibien var douar Jude, hag e choumaz eno ganthe, hag e vadeze. (23) Ha Ian a vadeze ive en Enon, tost da Zalim, rag kalz a zour a oa eno, ha di e teue an dud evit beza badezet. (24) Rag Ian ne oa ket bet c’hoas lakeat er prizon. (25) Hogen, eun disput a zavaz etre diskibien Ian hag ar Judevien, divarben ar burification. (26) Hag e teujont da gavoud Ian, hag e leverjont dezhan : Mestr, an hini a oa ganez en tu all d’ar Jourdan, ha da behini ec’h euz roet testeni, setu hen o vadezi, hag ez eont holl d’he gavout.

(27) Ian a respontaz : Den na hell pretanti kaout tra e-bed, nemed roet a ve bet dezhan euz an env. (28) C’houi hoc’h-unan a zo testou d’in penaos em euz lavaret : N’e ket me eo ar C’hrist, mes digasset oun bet en he raog. (29) An hini a zo ar vreg yaouank dezhan eo ar pried ; mes mignon ar pried a zo en he gichen hag a zelaou anezhan,