Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/185

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
176
SANT IAN, III.

ugent e oar bet o sevel an templ-man, ha te a adzavo anezhan en tri devez ? (21) Mes euz a dempl he gorf eo e komze. (22) Goude eta ma oe resussitet a-douez ar re varo, he ziskibien a zeuaz sonj dezhe hen doa lavaret dezhe kement-se ; hag e credjont d’ar Scritur ha d’ar gomz-ze hen doa lavaret Jesus dezhe.

(23) E-pad ma edo en Jerusalem, da c’houel Pask, kalz a gredaz en he hano, o velet ar miraclou a rea. (24) Mes Jesus na fizie ket enhe, rag ho anaoud a rea holl, (25) ha n’hen doa ket ezom e vije rentet dezhan testeni divarben an den, rag he-unan e ouie petra a oa ebarz an den.


CHABISTR III.


HOGEN e-touez ar Farizianed e oa eun den hanvet Nicodem, unan euz ar re huella e-touez ar Judevien. (2) An den-ze a zeuaz, e-pad an noz, da gavout Jesus hag a lavaraz dezhan : Mestr, gouzoud a reomp ez oud eun doctor deuet a-berz Doue ; rag den na hell ober ar miraclou a rez ma n’ema ket Doue ganthan. (3) Jesus a respontaz dezhan : E gwirionez, e gwirionez hen lavaran d’id, ma ne deu eun den da c’henel a-nevez, na hell ket gwelet rouantelez Doue.

(4) Nicodem a lavaraz dezhan : Penaos ec’h hell eun den genel, hag hen koz ? Daoust hag hen a hell mond adare e kov he vam, ha beza ganet eun eil gwech ?

(5) Jesus a respontaz : E gwirionez, e gwirionez hen lavaran d’id, ma ne deu eun den da c’henel euz an dour hag euz ar Spered, na hell ket antreal en rouantelez Doue. (6) Ar pez a zo ganet euz ar c’hig a zo kig, hag ar pez a zo ganet euz ar Spered a zo spered. (7) Na vez ket souezet abalamour m’em euz lavaret d’id : Red eo deoc’h genel a-nevez. (8) An avel a c’houez el leac’h ma fell dezhan ; hag e klevez an drouz anezhan ; mes na ouzez nag a be leac’h e teu, na da be leac’h ez a. Evel-se ive e c’hoarvez gant kement den a zo ganet euz ar Spered.

(9) Nicodem a lavaraz dezhan : Penaos ec’h hell an traou-ze c’hoarvezoud.

(10) Jesus a respontaz dezhan : Te a zo doctor euz a Israel, ha na anavezez ket an traou-ze ? (11) E gwirionez, e gwirionez, hen lavaran d’id, ni a lavar ar pez a ouzomp, hag a ro testeni euz ar pez hon euz gwelet ; mes c’houi na recevit ket hon testeni. (12) Ma ne