Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/184

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
175
SANT IAN, II.

Galile, ha mam Jesus a oa eno. (2) Ha Jesus a oa ive pedet d’an eured gant he ziskibien. (3) Ar gwin o veza deuet da vankout, mam Jesus a lavaraz dezhan : N’ho deuz ken a win. (4) Jesus a lavaraz dezhi : Maouez, petra a zo etre te ha me ? N’e ket deuet c’hoas va heur. (5) He vam a lavaraz d’ar re a oa o servicha : Grit kement a lavaro deoc’h. (6) Hogen, bez’ e oa eno c’houec’h laouer vean a zerviche da burification ar Judevien, hag a iea en pep hini anezhe daou pe dri muzurad. (7) Jesus a lavaraz dezhe : Kargit al laouerou-ze a zour ; hag int ho c’hargaz leun-bar. (8) Hag e lavaraz dezhe : Tennit diouthe breman, ha kassit da vestr ar fest. Hag e rejont kement-se. (9) Pa hen doe tanveet mestr ar fest an dour troet e gwin (hogen, ne ouie ket a beleac’h e teue ar gwin-ze, mes ar zervicherien ho doa tennet an dour her gouie), e c’halvaz an ozac’h yaouank, hag e lavaraz dezhan : (10) An holl a zervich da genta ar gwin mad, ha pa ho deve an dud evet kalz, neuze e servichont an hini falloc’h ; mes te ec’h euz miret ar gwin mad bete vreman.

(11) Jesus a reaz ar c’henta miracl-man en Cana kear a C’halile, hag e tiskouezaz he c’hloar ; hag he ziskibien a gredaz enhan.

(12) Goude-ze, e tiskennaz da Gapernaüm gant he vam, he vreudeur hag he ziskibien ; ha na choumjont eno nemed eun neubeud deiziou ; (13) ha Pask ar Judevien a oa tost, ha Jesus a bignaz da Jerusalem. (14) Hag e kavaz en templ ar re a verze coleou, denved ha coulmed, gant ar chenchourien arc’hant a oa azezet eno. (15) Hag o veza great eur skourjez gant kerdin, e chasseaz anezhe holl er meaz euz an templ, gant an denved hag ar c’holeou ; hag e strafuillaz arc’hant ar chenchourien, hag e tiskaraz ho zaoliou. (16) Hag e lavaraz d’ar re a verze coulmed : Kassit an traou-man ac’halen, ha na rit ket euz a di va Zad eun ti a varc’had. (17) Neuze e teuaz sonj d’he ziskibien penaos ez eo scrivet : Ar zel euz da di hen deuz devoret ac’hanoun.

(18) Ar Judevien, o komz outhan, a lavaraz : Dre be seurt sin e tiskouezez deomp ec’h euz otorite da ober kement-se ? (19) Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhe : Diskarit an templ-man, ha me hen savo a-nevez en tri devez. (20) Ar Judevien a lavaraz dezhan : C’houec’h bloaz ha daou