Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/183

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
174
SANT IAN, II.

o komz evel-se, a heulliaz Jesus. (38) Jesus, o veza distroet, hag o velet ec’h heullient anezhan, a lavaraz dezhe : Petra a glaskit-hu ? Ar re-man a respontaz : Rabbi, (da lavaret eo, mestr,) peleac’h emoud o choum ? (39) Hen a lavaraz dezhe : Deuit ha gwelit. Mond a rejont, hag e veljont en pe leac’h e oa o loja, hag e choumjont ganthan an deiz-ze, rag var-dro an decved heur e oa.

(40) Andre, breur Simon Per, a oa unan euz an daou ho doa klevet ar pez a lavare Ian, hag ho doa heulliet Jesus. (41) Andre a gavaz da genta he vreur Simon, hag a lavaraz dezhan : Kavet hon euz ar Messi (da lavaret eo, ar C’hrist). (42) Hag e tigassaz anezhan da gavout Jesus. Jesus, o veza sellet outhan, a lavaraz dezhan : Te eo Simon, mab da Jona ; te a vezo galvet Cephas (da lavaret eo, Per).

(43) An deiz varlerc’h, Jesus a fellaz dezhan mond d’ar Galile, hag e kavaz Philip, hag e lavaraz dezhan : Heuil ac’hanoun. (44) Hogen, Philip a oa euz a Vethsaida, kear Andre ha Per.

(45) Philip a gavaz Nathanael hag a lavaraz dezhan : Kavet hon euz an hini a zo bet scrivet divar he ben gant Moises el lezen, hag a zo bet annonset gant ar brofeted, Jesus, mab Josef, euz a Nazaret. (46) Nathanael a lavaraz dezhan : Daoust hag euz a Nazaret ec’h hell dond eun dra-benag a vad ? Philip a lavaraz dezhan : Deuz ha gwel. (47) Jesus, o velet Nathanael o tond d’hen kavoud, a lavaraz divar he ben : Setu aman eur gwir Israelit, ha n’euz ket a dromplerez enhan. (48) Nathanael a lavaraz dezhan : A be leac’h ec’h anavezez-te ac’hanoun ? Jesus a respontaz dezhan : Araog ma oaz bet galvet gant Philip, pa oaz dindan ar vezen-fiez, e velen ac’hanoud. (49) Nathanael a respontaz dezhan : Mestr, te eo Mab Doue, te eo roue Israel. (50) Jesus, a respontaz dezhan : Credi a rez, abalamour ma em euz lavaret d’id em boa da velet dindan ar vezen-fiez ; gwelet a ri traou brassoc’h eged ar re-man. (51) Lavaret a reaz ive dezhan : E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h : A-viziken e velot an env digor, hag elez Doue o pignad hag o tisken var Mab an den.


CHABISTR II.


TRI deiz goude, e oa eun eured en Cana, en bro