Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/151

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
142
SANT LUCAS, XIII.

holl habitanded euz a Jerusalem ? (5) Nann, a lavaran deoc’h ; mes mar n’en em gonvertissit ket, c’houi a berisso holl er memeus doare.

(6) Lavaret a reaz ive ar barabolen-man : Eun den hen doa eur vezen-fiez plantet en he winien, hag e teuaz da glask frouez enhi, ha ne gavaz hini e-bed. (7) Neuze e lavaraz d’an hini a laboure ar winien : Setu, tri bloaz zo dija ma teuan da glask frouez er vezen-fiez-man, heb kavoud hini e-bed : troc’h anezhi eta, perag e choumfe aman da goll douar ? (8) Al labourer a respontaz : Aotrou, lez anezhi c’hoas ar bloaz-man, ken am bezo toullet endro dezhi, ha lakeat teil ganthi. (9) Marteze e teui da zougen frouez, ha ma ne ra ket, neuze e troc’hi anezhi.

(10) E-pad ma oa Jeaus o kelen en eur sinagog, da zeiz ar sabbat, (11) setu ma en em gavaz eno eur plac’h hag a oa possedet gant eur spered a zalc’he anezhi klanv abaoe triouec’h vloaz ; daou-bleget e oa, ha ne oa ket evit en em eüna. (12) Jesus, o velet anezhi, he galvaz, hag a lavaraz dezhi : Plac’h, delivret oud euz da glenved. (13) Hag ec’h astennaz he zaouarn varnezhi ; ha kerkent e savaz soun en he za, hag e rentaz gloar da Zoue.

(14) Mes chef ar sinagog, o veza droug enhan abalamour m’hen doa Jesus iac’heet eun den da zeiz ar sabbat, a zavaz he vouez hag a lavaraz d’ar bobl : Beza ez euz c’houec’h devez en pere e tleer labourat ; deuit eta en deiziou-ze evit beza iac’heet, ha na deuit ket da zeiz ar sabbat. (15) Mes an Aotrou a respontaz dezhan : Hipocrit ma’z oud, daoust ha pep hini ac’hanoc’h-hu ne zistag ket he eujen pe he azen euz ho c’hraou, deiz ar sabbat, evit ho c’has d’an dour ? (16) Daoust ha ne oa ket deread ive, deiz ar sabbat, delivra euz he chaden ar verc’h-man da Abraham, pehini a oa dalc’het stag gant Satan, abaoe triouec’h vloaz ?

(17) E-pad ma oa o komz evel-se, he holl enebourien a zeue mêz dezhe, hag ar bobl holl a oa er joa abalamour d’an traou kaer a rea.

(18) Neuze e lavaraz : Ouz petra eo henvel rouantelez Doue, hag ouz petra e comparachin-me anezhi ? (19) Henvel eo ouz eur c’hreunen moutard a vez kemeret gant eun den hag hadet ganthan en he jardin ; sevel a ra, hag e teu da veza eur vezen vraz, en hevelep doare ma teu al lapoused euz an env da ober ho demeurans e-touez he brancou.