Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/143

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
134
SANT LUCAS, XI.

zhan, e kemeraz truez outhan. (34) Hag o tostaad outhan, e lekeaz lien en dro d’he c’houliou, hag e skulliaz varnezhe eol ha gwin ; neuze e sammaz anezhan var he loen he-unan, hag hen kassaz da eun hostaliri, hag e soagnaz anezhan. (35) An deiz varlerc’h, en eur vond kuit, e tennaz daou ziner arc’hant, hag ho roaz d’an hostiz, hag e lavaraz dezhan : Kemer soagn euz an den-ze, ha pa zistroin, me a rento d’id ar pez a zispigni ouz-pen. (36) Pehini eta euz an tri-ze, a zonj d’id, eo bet an nessa d’an hini a oa kwezet etre daouarn al laeron ? (37) An doctor a lavaraz : An hini a zo bet trugarezus en he genver. Jesus a lavaraz dezhan : Kea eta, ha gra ive evel-se.

(38) Pa oant en hent, ec’h antreaz en eur bourg, hag eur plac’h hanvet Martha, a zigemeraz anezhan en he zi. (39) Houman he doa eur c’hoar hanvet Mari, hag en em zalc’he azezet e c’harz treid Jesus, o selaou he gomzou. (40) Mes Martha a oa occupet gant al labour en ti. O veza deuet da gavout Jesus, hou-man a lavaraz dezhan : Aotrou, ha na velez-te ket e lez va c’hoar ac’hanoun da zervicha va-unan ? Lavar eta dezhi dond d’am zicour. (41) Ha Jesus a respontaz dezhi : Martha, Martha, te en em laka en poan hag a gemer sourci gant kalz a draou ; (42) mes eun dra hep-ken a zo necesser ; ha Mari he deuz choazet al loden vad, ha na vezo ket lammet diganthi.


CHABISTR XI.


EUN devez ma oa Jesus o pedi en eul leac’h, goude ma oa echuet he beden, unan euz he ziskibien a lavaraz dezhan : Aotrou, desk deomp pedi, evel ma hen deuz Ian desket ive d’he ziskibien.

(2) Ha Jesus a lavaraz dezhe : Pa bedot, livirit : Hon tad pehini a zo en envou ; da hano bezet santifiet ; ra zeui da rouantelez ; da volontez bezet great var an douar evel en env ; (3) ro deomp bemdez hor bara pemdeziec ; (4) pardon deomp hor pec’hejou ; rag ni a bardon ive d’ar re holl ho deuz hon offanset ; ha n’hon lez ket da gweza en dentation ; mes delivr ac’hanomp diouz an drouk.

(5) Neuze e lavaraz dezhe : Mar hen dije unan ac’hanoc’h eur mignon hag a deuje d’hen kavout da hanter-noz, da lavaret dezhan : Va mignon, prest d’in tri bara ; (6) rag unan euz va mignoned, o veaji, a zo deuet du-man, ha n’em euz netra da rei dezhan ; (7) ha mar