Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/142

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
133
SANT LUCAS, X.

deoc’h ar galloud da vale var ar serpanted, var ar scorpioned, ha var holl nerz an enebour ; ha netra na hello noazout deoc’h. (20) Koulskoude n’en em rejouissit ket abalamour ma pleg deoc’h ar sperejou ; mes kemerit levenez kentoc’h abalamour ma eo scrivet hoc’h hanoiou ebarz an envou.

(21) En heur-ze, Jesus a dridaz gant ar joa en he spered hag a lavaraz : Da veuli a ran, o Tad, Aotrou an env hag an douar, dre ma ec’h euz kuzet an traou-man ouz ar re fur hag an dud a skiant, ha ma ec’h euz ho disclerïet d’ar vugaligou ! Ia, o Tad, c’hoarvezet eo bet kement-se, dre ma ec’h euz hen kavet mad ! (22) Pep tra a zo bet roet d’in gant va Zad ; ha den na oar piou eo ar Mab, nemed an Tad, na piou eo an Tad, nemed ar Mab, hag an hini ma plijo d’ar Mab hen rei dezhan da anaoud.

(23) Neuze, o veza troet ouz he ziskibien, e lavaraz dezhe ho-unan : Eürus an daou-lagad a vel ar pez a velit-c’houi ! (24) Rag me hen lavar deoc’h, kalz a brofeted hag a rouane ho deuz c’hoanteet gwelet ar pez a velit, ha n’ho deuz ket hen gwelet ; ha klevet ar pez a glevit, ha n’ho deuz ket hen klevet.

(25) Neuze eun doctor euz al lezen a zavaz hag a lavaraz da Jesus, evit hen amprouv : Mestr, petra a rankan-me da ober evit herita euz ar vuez eternel ? (26) Jesus a lavaraz dezhan : Petra a zo scrivet el lezen, ha petra a lennez-te enhi ? (27) He-man a respontaz : Karoud a ri an Aotrou da Zoue euz da holl galon, euz da holl ene, euz da holl nerz hag euz da holl spered ; ha da nessa evel-doud da-unan. (28) Ha Jesus a lavaraz dezhan : Respontet mad ec’h euz ; gra kement-se, hag e vevi. (29) Mes an den-man, o c’hoantaad tremen evit eun den just, a lavaraz da Jesus : Ha piou eo va nessa ?

(30) Ha Jesus, o komz c’hoas outhan, a lavaraz : Eun den, hag a oa o tisken euz a Jerusalem da Jerico, a gwezaz etre daouarn al laeron, pere a ziframmaz he zillad divar-n’ezhan ; ha goude beza he wall-vlesset ez ejont kuit, o lezel anezhan hanter-varo. (31) Hogen, dond a reaz eur beleg da zisken dre an hent-se, hag o veza gwelet an den-ze, e tremenaz a-biou. (32) Eul Levit, o veza deuet ive el leac’h-se, hag o veza gwelet anezhan, a dremenaz a-biou. (33) Mes eur Samaritan, en eur vond gant he hent, en em gavaz eno, ha pa velaz ane-