Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/141

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
132
SANT LUCAS, X.


CHABISTR X.


GOUDE kement-se, an Aotrou a choazaz c’hoas deg ha tri-ugent diskibl all ; hag e kassaz anezhe daou ha daou araog dezhan, en holl geariou hag en holl broiou ma tlie mond.

(2) Hag e lavare dezhe : An eost a zo braz ; mes neubeud a labourerien a zo ; pedit eta Mestr an eost da gas labourerien en he eost. (3) It, kas a ran ac’hanoc’h evel oanedigou e-touez ar bleizi. (4) Na gassit ganeoc’h na ialc’h, na bissac’h, na boutou ; ha na zaludit den e-bed en hent.

(5) Hag en pe seurt ti-benag ma c’hantreot, livirit en eur vond ebarz : Ra vezo ar peoc’h var an ti-man. (6) Mar be eno eur bugel a beoc’h, ho peoc’h a choumo varnezhan ; mar n’euz hini e-bed, ho peoc’h a zistroio deoc’h. (7) Ha choumit en ti-ze, o tibri hag oc’h eva ar pez a vezo roet deoc’h ; rag al labourer a zo dign euz he baeamant. N’it ket euz an eil ti d’egile.

(8) Hag en pe seurt kear-benag ma c’hantreot, mar bezit digemeret, debrit ar pez a vezo lakeat dirazoc’h. (9) Iac’hait ar re glanv a vezo eno, ha livirit dezhe : Rouantelez Doue a zo deuet beteg enoc’h. (10) Mes pa antreot en eur gear, ma ne vezit ket digemeret, it er meaz var ar ruiou, ha livirit : (11) Hija a reomp ouzoc’h ar boultren a zo staget ouzomp en ho kear ; gouvezit koulskoude penaos ez eo deuet rouantelez Doue beteg enoc’h. (12) Me hen lavar deoc’h, eassoc’h e vezo da Sodom en devez-ze eged d’ar gear-ze.

(13) Malheur d’id, Korazin ; malheur d’id, Bethsaïda ; rag ma vije bet great en Tir hag en Sidon ar burzudou a zo bet great enoc’h, pell zo e vijent distroet ouz Doue, en eur gemeret ar zac’h hag al ludu.

(14) Rag-se, deiz ar Varn, e vezo eassoc’h da Dir ha da Sidon eged deoc’h-hu. (15) Ha te, Capernaüm, pehini a zo bet savet beteg an env, diskaret e vezi beteg an ifern.

(16) An neb ho selaou-c’houi am zelaou-me ; hag an neb ho tisprij-c’houi am disprij-me ; hag an neb am disprij-me, a zisprij an hini hen deuz va digasset.

(17) Hogen, an deg ha tri-ugent diskibl a zistroaz gant joa, o lavaret : Aotrou, an drouk- sperejou ho unan a bleg deomp en da hano. (18) Hag hen a lavaraz dezhe : Me a vele Satan o kweza euz an env evel eul luc’heden. (19) Setu, e roan