Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/140

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
131
SANT LUCAS, IX.

c’halon, a gemeraz eur bugel, hag a lekeaz anezhan en he gichen, (48) hag a lavaraz dezhe : Piou-benag a receo ar bugel-man em hano, a receo ac’hanoun ; ha piou-benag a receo ac’hanoun, a receo an hini hen deuz va digasset. Rag an hini a zo ar bihana en ho touez holl, hennes eo a vezo braz.

(49) Ha Ian, o komz, a lavaraz : Mestr, gwelet hon euz eun den hag a gasse kuit an drouk-sperejou en da hano ; hag hon euz difennet outhan kement-se, abalamour na heuil ket ac’hanoud assambles ganeomp. (50) Ha Jesus a lavaraz dezhan : Na zifennit ket outhan kement-se ; rag an neb n’ema ket a-enep deomp a zo evidomp.

(51) Evel ma tostae an amzer ma tlie beza savet divar an douar, en em lekeaz en hent, decidet mad da vond da Jerusalem. (52) Hag e kassaz tud araog dezhan, pere, o veza eat, a antreaz en eur bourg euz ar Samaritaned, evit prepari dezhan he lojeiz. (53) Mes ar re-man ne fellaz ket dezhe hen digemer, abalamour ma oa o vond var-zu Jerusalem. (54) Ha Jakes ha Ian, he ziskibien, o velet kernent-se, a lavaraz dezhan : Aotrou, mar kerez ni a lavaro d’an tan disken euz an env evit ho devi holl, evel ma reaz ive Elias ? (55) Mes Jesus, o tistrei outhe, a reprenaz anezhe, hag a lavaraz : Na ouzoc’h ket gant pe seurt spered ez oc’h animet ; (56) rag Mab an den n’eo ket deuet evit koll an dud, mes evit ho zavetei. Hag ez ejont kuit da eur bourg all.

(57) Pa edont o vond en hent, eun den a lavaraz dezhan : Aotrou, me a heullio ac’hanoud en pe leac’h benag ma’zi. (58) Mes Jesus a lavaraz dezhan : Al lern ho deuz toullou, ha lapoused an env neiziou ; mes Mab an den n’hen deuz leac’h e-bed evit reposi he ben.

(59) Lavaret a reaz da unan all : Heuil ac’hanoun. Mes heman a respontaz : Aotrou, lez ac’hanoun da vond da genta da enterri va zad. (60) Jesus a lavaraz dezhan : Lez ar re varo da enterri ho re varo, mes te, kea da brezeg rouantelez Doue.

(61) Eun all a lavaraz ive dezhan : Heuil a rin ac’hanoud, Aotrou, mes lez ac’hanoun da genta da vond da gimiada euz ar re a zo em zi. (62) Mes Jesus a respontaz dezhan : An hini a grog en arar, hag a zell var he lerc’b, n’eo ket mad evit rouantelez Doue.