Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/128

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
119
SANT LUCAS, VI.


Eürus oc’h, c’houi pere a zo paour, rag rouantelez Doue a zo deoc’h. (21) Eürus oc’h, c’houi pere hoc’h euz naoun breman, rag leuniet e veot. Eürus oc’h, c’houi pere a wel breman, rag karget e veot a joa. (22) Eürus e veot pa ho devezo an dud kassoni ouzoc’h, pa veot chasseet, hag outrajet ganthe, ha pa lakint hoc’h hano da dremen evit eun hano fall, abalamour da Vab an den. (23) Bezit leun a laouenedigez en deiz-ze, ha tridit gant ar joa ; rag ho recompans a vezo braz en env. Rag evelse ive eo ho deuz ho zadou tretet ar brofeted. (24) Mes malheur deoc’h-hu, tud pinvidic, rag recevet hoc’h euz ho consolation. (25) Malheur deoc’h-hu pere a zo rassaziet, rag naoun ho pezo. Malheur deoc’h-hu pere a c’hoarz breman ; rag c’houi a welo hag a huanado. (26) Malheur deoc’h-hu, pa lavaro an holl dud vad divar ho pen ; rag evel-se eo ho deuz great ho zadou e-kenver ar fals-profeted.

(27) Mes me a lavar deoc’h-hu pere a zelaou ac’hanoun : Karit hoc’h enebourien ; grit vad d’ar re ho deuz kassoni ouzoc’h ; (28) roit ho pennoz d’ar re a ro malloz deoc’h ha pedit evit ar re a wall-gomz ouzoc’h ; (29) d’an hini a sko ac’hanoud var eur jod, tro outhan da jod all ; hag an hini a lam da vantel diganez, lez anezhan da gemeret ive da zae. (30) Ro da gement hini a c’houlen diganez, ha mar teu unan-benag da lemmel diganez da dra, na c’houlen ket anezhan diganthan. (31) Kement tra e karfec’h gwelet an dud all oc’h ober deoc’h, grit-han ive dezhe. (32) Rag ma na girit nemed ar re a gar ac’hanoc’h, pe seurt anaoudegez-vad a dleer deoc’h ? rag an dud a vuez fall a gar ive ar re ho c’har. (33) Ha ma na rit vad nemed d’ar re a ra vad deoc’h, pe seurt anaoudegez-vad a dleer deoc’h ? rag an dud a vuez fall a ra ar memeus tra. (34) Ha ma na brestit nemed d’ar re digant pere emoc’h en gortoz da receo, pe seurt anaoudegez-vad a dleer deoc’h ? rag an dud a vuez fall a brest ive d’an dud a vuez fall, evit receo kemend-all. (35) Mes karit hoc’h enebourien, grit vad, ha prestit hep gortoz netra, hag ho recompans a vezo braz, hag e veot bugale an Holl-C’halloudec, rag hen a zo mad e-kenver ar re ingrat hag ar re fall. (36) Bezit eta trugarezus, evel ma’z eo ive ho Tad leun a drugarez.

(37) Na varnit ket, ha na veot ket barnet ; na gondaonit ket,