Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/123

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
114
SANT LUCAS, IV.

verb-man : Medeusin, en em iac’ha da-unan ; gra ive aman en da vro, kement ha m’hon euz klevet ec’h euz great en Capernaüm. (24) Mes lavaret a reaz : E gwirionez hen lavaran deoc’h, profet e-bed n’ed eo digemeret mad en he vro he-unan. (25) E gwirionez hen lavaran deoc’h : Bez’ e oa kalz a intanvezed en Israel en amzer Elias, pa oe serret an env e-pad tri bloaz ha c’houec’h miz, en hevelep doare ma c’hoarvezaz eur gernez vraz dre ar vro holl. (26) Koulskoude Elias na oe kasset etrezeg hini anezhe, nemed etrezeg eur vreg intanvez euz a Sarepta, en Sidon. (27) Bez’ e oa ive kalz a dud lor en Israel en amzer ar profet Elizeüs ; mes hini anezhe na oe neteet, nemed Naaman, ar Siread.

(28) Hag ar re a oa er sinagog, o klevet kement-se, a oe holl leun a goler. (29) Hag o sevel ac’hane, e vountjont anezhan er meaz euz ho c’hear, hag e kasjont anezhan ganthe beteg beg ar menez var behini e oa savet ho c’hear, evit hen stlapa d’an traon. (30) Mes hen a dremenaz dre ho c’hreiz, hag a ieaz kuit.

(31) Hag e tiskennaz da Capernaüm, kear euz a C’halile, hag e kelenne anezhe deiziou ar sabbat. (32) Hag e oent souezet gant he gelennadurez ; rag komz a rea gant otorite.

(33) Hogen, bez’ e oa er sinagog eun den dalc’het gant eur spered impur, pehini a griaz gant eur vouez huel : (34) Ha ! petra a zo etre te ha ni, Jesus a Nazaret ? Ha deuet oud-de evit koll ac’hanomp ? Gouzoud a ran piou oud : Ar Zant a Zoue. (35) Ha Jesus a c’hourdrouzaz anezhan, en eur lavaret : Tav, ha kea er meaz euz an den-ze. Hag an drouk-spered, o veza hen taolet e-kreiz an assamble, a ieaz er meaz euz anezhan, heb ober droug e-bed dezhan. (36) Hag e oent holl spountet braz, hag e lavarent etrezhe : Petra eo an dra-man ? Gourc’hemen a ra gant otorite ha gant galloud d’ar sperejou louz, hag e sortiont ! (37) Hag ar vrud anezhan a ieaz en pep leac’h er vro tro-var-dro.

(38) Jesus, o veza eat er meaz euz ar sinagog, a ieaz en ti Simon. Hogen, mam-gaer Simon a oa klanv gant eur gwall derzien, hag e pedjont anezhan evithi. (39) Hen eta, o veza en he za a-uz dezhi, a c’hourc’hemenaz d’an derzien, hag an derzien a guitaaz anezhi ; hag hi a zavaz kerkent, hag a zervichaz anezhe.

(40) Pa oe kuzet an heol, kement