Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/113

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
(104)
AN AVIEL HERVEZ SANT LUCAS.
————


CHABISTR I.


O VEZA ma ho deuz kalz a dud en em lakeat da scriva histor an traou c’hoarvezet, hag anavezet mad evit beza gwir en hon touez ; (2) hervez ma’z int bet digasset beteg enomp gant ar re ho deuz ho-unan gwelet anezhe adaleg ar pen-kenta, hag a zo bet ministred ar Ger ; (3) em euz kavet mad ive, goude beza examinet tost an holl draou-ze adaleg ar pen-kenta, scriva anezhe d’id gant reiz, O Theofil, den meurbed mad ; (4) evit ma c’hanavezi ar wirionez divarben an traou a zo bet desket d’id.

(5) Bez’ e oa en amzer Herodes, roue ar Jude, eur beleg hanvet Zakarias, euz a renk Abia ; he vreg a oa euz a lignez Aaron, hag he hano oa Elizabet. (6) Just e oant ho daou dirag Doue, hag ec’h heullient holl gourc’hemenou hag ordrenansou an Aotrou, en eun doare divlam. (7) N’ho doa ket a vugale, dre ma oa Elizabet heb frouez, hag e oant ho daou avanset en oad.

(8) Hogen, c’hoarvezoud a reaz en amzer ma rea Zakarias ar garg a veleg dirag Doue, pa oa deuet he dro en he renk, (9) ma tigouezaz dezhan, dre ar zort, hervez ma oa ar c’hiz e-touez ar veleien, mond en templ an Aotrou, evit offr an ezans. (10) Hag ar bobl holl a oa er meaz o pidi, d’ar mare ma oat o tevi an ezans.

(11) Neuze eun eal euz an Aotrou en em ziskouezaz dezhan, en he za en tu deo euz a aoter an ezans. (12) Ha Zakariaz o velet anezhan, a oe troublet, hag e crogaz ar spount enhan. (13) Mes an eal a lavaraz dezhan : N’az pe ket a aoun, Zakarias ; rag da beden a zo bet selaouet, hag Elizabet, da vreg, a c’hano d’id eur mab, hag e c’halvi he hano Ian. (14) Eur sujet a joa hag a laouenedigez e vezo evidoud, ha kalz en em rejouisso euz he c’hinivelez. (15) Rag braz e vezo dirag an Aotrou ; na evo na gwin nag evach da vezvi e-bed, hag e vezo leun euz ar Spered-Santel, adaleg kov he vam ; (16) convertissa a rai kalz euz a vugale Israel d’an Aotrou ho Doue ; (17) hag e valeo dirazhan en spered ha gant nerz Elias, evit trei calonou an