Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/109

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
100
SANT MARC, XV.

assambles, a gassaz Jesus liammet, hag hen livraz da Bilat.

(2) Ha Pilat a c’houlennaz diganthan : Ha te eo roue ar Judevien ? Jesus a respontaz dezhan : Hen lavaret a rez. (3) Ha prinsed ar veleien a accuse anezhan euz a galz a draou. (4) Mes Pilat a interrojaz c’hoas anezhan hag a lavaraz dezhan : Ha na respontez netra ? Gwel a begement a draou e roont testeni a-enep d’id. (5) Mes Jesus na respontaz mui netra, en hevelep doare ma oa Pilat estonet braz.

(6) Hogen, hen a oa custum d’ar gouel-«e, da leuskel ganthe eur prizonier, an hini a c’houlennent. (7) Ha bez’ e oa er prizon assambles gant ar re ho doa sicouret anezhan, unan hanvet Barabbas hag hen doa great eur vuntrerez e-kreiz eur revolt. (8) Hag ar bobl a gommansaz da c’houlen, en eur grial a-bouez ho fen, ma raje evel m’hen doa great a-viskoas dezhe. (9) Pilat a respontaz dezhe : Ha c’houi a fell deoc’h e laoskfen deoc’h roue ar Judevien ? (10) Rag gouzoud a rea e oa dre jalouzi ho doa prinsed ar veleien livret anezhan.

(11) Mes ar re-man a boulzaz ar bobl da choulen ma vije leusket kentoc’h Barabbas ganthe. (12) Mes Pilat, o komz c’hoas outhe, a lavaraz : Petra eta a fell deoc’h e rafen euz an hini a hanvit roue ar Judevien ? (13) Hag int a griaz adare : Crucifi anezhan ! (14) Ha Pilat a lavaraz dezhe : Mes pe seurt drouk hen deuz-hen great ? Hag int a griaz c’hoas krenvoc’h : Crucifi anezhan !

(15) Pilat eta, o c’hoantaat contanti ar bobl, a leuskaz ganthe Barabbas ; ha goude beza lakeat skourjeza Jesus, e livraz anezhan da veza crucifiet.

(16) Neuze ar zoudarded a zigassaz anezhan en diabarz ar palez, da lavaret eo, er pretouer, hag e tastumjont eno an holl vanden zoudarded ; (17) hag e lakejont dezhan eur vantel ruz-pourpr, hag o veza great eur gurunen spern, e lekejont anezhi var he ben. (18) Hag e commansjont da zaludi anezhan, en eur lavaret : Salud, roue ar Judevien ! (19) Hag e skoent var he ben gant eur gorzen, hag e cranchent outhan, hag o taoulina, e stouent dirazhan.

(20) Goude beza great goab anezhan, e lamjont ar vantel pourpr divarnezhan, hag o veza gwisket anezhan gant he zillad he-unan, e kasjont anezhan ganthe evit hen crucifia.