Pajenn:Dizanv - Groeg ar cheminod.djvu/3

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
− 7 −


   Kàrout ’ra kaer ar chistr, ar gwin,
Hag ar voûtail hag ar chòpin
Ez eo ar benwiou, me grèd,
Peurvuia gant-han ’ve gwelet.

   Eiz dé penn-da-benn eo pàdet
Dansou ha festou ann eûred,
Ma lavaré an holl dûd fûr : —
— « Kement-ma ’dremen ar muzur ! » —

   Allaz ! brema ’zo eûn dans-all ; —
Al Limousinod, an dèn-fall,
Na rà nemed fouetan arc’hant,
Ha pilad ’wechou Gaodik koant !

   Gwassoc’h ’zò c’hoaz, an dén diroll,
P’hen eûz debret ha lonket holl,
Eur mintinn a zò diskampet,
Ha ne òar dèn pe-lec’h eò eet. —

   Ha setu n’eûz choûmet netra,
Arc’hant, na dillad, na bara,
Gant Gaodik paour, med eur bûgel,
Eur bûgelik, prest da c’henel !

   N’en eûz choûmet, ’wit holl vâdou,
Med eûn tòk-plouz, eur c’hòz vragou,
Boutaillou ha daou gorn bûtun,……
Groeg paour, setu oc’h holl fortun ! —