Pajenn:Dizanv - Groeg ar cheminod.djvu/2

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
− 6 −


   Med hi na ree med ho goapad,
Distreï gant faé hi daoulagad :—
« — Adrèn ! — m’è-z-hi, — paotrik ar zaoût !
» N’è ket da seurt a fell d’in kaoût !

   » N’ c’houlennan ket eun debrer iod,
» Eur mic’hiek, eur bris-diod,
» Nag iwe eun turnier-doûar,
» N’oûn ket ’wit ar rûmm-ze, c’hui òar ? » —

   Gaodik koant, me anvez hô tad,
Iwe ho mamm, kristenien vad,
A vew en poan, en paourentez ;
Hò klewet a zò eûn druez. —

II.

   Setu dimèzet Gaodik koant,
D’eûn dèn ’c’hone kalz a arc’hant,
Ha bèt d’ez-hi eur Cheminod,
’Sò hi c’hanò Limousinod.

   Limousinod ’zò a vro-bell,
N’eò ket ganet en Breiz-Izell ;
’Vel eûn aotrou ez è gwisket,
’Vel eur person ez è disket. —

   Na gomz nemed ar Gallek-c’houek,
Ha faé râ eûz ar Brezonek,
Hag eûz holl baotred an Armor ;
Henès ’vad a zò eur pabor ! —