Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/283

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 267 —

den-se eus madelez Doue e kever e grouadurien, sant Lucas a oe menned da ober taolennou evel ouz ar Verc’hez, da ziscuez d’an dud earedigez Mam Doue var an douar. Nicun ac’hanomp ne c’hall sonjal e velo ar Verc’hez, ama var an douar. Rouezic int, zoken, ar re a velo anezi en doare m’emai var taolennou sant Lucas e Rom, e iliz an Itron-Varia an Erc’h, e ini an Itron-Varia In Via lata, e Ara Coeli. Greomp caëroc’h, ac e velimp anezi e-doare m’emai en Ee. Caromp ac enoromp Mam Doue ; enoromp an imachou, an taolennou a ziscuez anezi deomp, pe da viana e skeud. An dud santella a zesc deomp, e meur a c’hiz, enori imachou Mam Doue. Petra bennac an imachou a veler dre ama, ne vezont ket divar dorn sant Lucas, evel ar re e Rom, en ilizou anved dia-