Pajenn:Diskleriadur hollvedel gwirioù mab-den.pdf/8

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
  1. An tadoù ha mammoù, da gentañ, o deus gwir da zibab an doare deskadurezh a vo roet d’o bugale.

Mellad seizh warn-ugent (27)

  1. Pep hini en deus gwir da gemer perzh evel a gar e buhez sevenadurel ar gumuniezh, da gaout dudi gant an arzoù, da gemer perzh en araokadeg ar skiantoù ha da gaout e lod eus ar madoù degaset ganti.
  2. Pep den en deus gwir da gaout e lazioù speredel ha danvezel deuet diwar an oberennoù skiantel, lennegel pe arzel savet gantañ.

Mellad eizh warn-ugent (28)

Pep hini en deus gwir e renfe un urzh kevredigezhel hag etrevroadel a c’hellfe bezañ peursevenet enni ar gwirioù ha frankizioù embannet en Disklêriadur-mañ. Mellad nav warn-ugent (29)

  1. Pep den en deus dleadoù e-keñver ar gevredigezh, al lec’h nemetañ ma c’hell peurziorren e bersonelezh en he frankiz.
  2. En e wirioù hagen e frankiz ne c’hell pep hini bezañ bevennet nemet gant al lezenn ha nemet evit diogeliñ ma vo anavezet ha doujet gwirioù ha frankizioù ar re all hag evit klotañ gant ezhommoù reizh ar vuhezegezh, an urzh publik, hag aezamant an holl en ur gevredigezh demokratel.
  3. Ar gwirioù ha frankizioù-mañ ne c’hellor, war zigarez ebet, ober ganto a-enep da balioù ha pennaennoù ar Broadoù-Unanet.

Mellad tregont (30)

Pennad ebet eus an Disklêriadur-mañ ne c’hello bezañ komprenet evel pa rofe gwir d’ur Stad, d’ur strollad pe d’un den, da ober pe klask ober traoù abenn distrujañ ar gwirioù hag ar frankizioù embannet amañ.