Pajenn:Diskleriadur hollvedel gwirioù mab-den.pdf/5

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
  1. Den ebet ne vo tennet e vroadelezh digantañ nag ar gwir da gemmañ e vroadelezh diouzh c’hoant.

Mellad c’hwezek (16)

  1. Gwir o deus ar wazed hag ar merc’hed adalek an oad da zimeziñ, ne vern o gouenn, o broadelezh, pe o relijion, da zimeziñ ha da sevel tiegezh. Gwirioù par zo dezho e-keñver an dimeziñ, e-pad ar briedelezh hag e-keñver an dibriediñ.
  2. Ne c’hell bezañ dimeziñ ebet hep asant gwir ha dieub an danvez-priedoù.
  3. An tiegezh eo maen diazez naturel ar gevredigezh, ha gwir en deus da gaout gwarez ar gevredigezh hag ar Stad.

Mellad seitek (17)

  1. Pep den en deus gwir da vezañ perc’henn e-unan pe a-gevret gant tud all.
  2. Den ebet ne vo tennet e berc’hentiezh digantañ diouzh c’hoant.

Mellad triwec’h (18)

Pep den en deus gwir da gaout frankiz ar soñj, ar goustiañs hag ar relijion; er gwir-mañ emañ ivez ar frankiz da gemmañ e relijion pe e gredenn, hag ivez ar frankiz da ziskuliañ e relijion pe e gredenn, eunan pe a-stroll, dirak an holl pe en-prevez, dre ar c’helenn, an oberoù, an azeulerezh pe al liderezh.

Mellad naontek (19)

Pep hini en deus gwir d’ar frankiz d’ober e veno ha d’en disklêriañ, da lavarout eo gwir da chom hep bezañ trubuilhet en abeg d’e vennozhioù, gwir da glask, da resev ha da skignañ keleier ha mennozhioù, dre n’eus forzh pe zoare disklêriañ, hep teurel pled ouzh an harzoù.