Pajenn:Disanv-Mellezou ar C halonou.djvu/9

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

c’hui so bet caus dre guemense eus un domaich bennac, pe seurt domaich.

A c’hui so manquet hep ræsoun da ober ar pez ho poa prometet dre ho le , a bet caus dre guemense eus un domaich bennac.

A c’hui hoc’h eus touet dre goler pe en ur gourdrous e rafac’h un dra bennac ; mar boa mad ha permettet, a c’hui so manquet d’e ober. Mar boa droug a difennet, a c’hui hoc’h eus èn grêt, pe bet ar volontez d’e ober ; pet guech.

A c’hui hoc’h eus touet evit un dra a voa guir, mæs hep affer na necessite ; pet guech.

A c’hui so bet caus , dre ho faut pe expres, da ur re bennac da douet pe da vlasphemi ; pet guech.

A c’hui hoc’h eus en em glemet a Zoue, ho songal pe o lavaret ne voa quet just na mat en oc’h andret pe en andret ar re all, pe o lavaret : petra em eus-me grêt da Zoue pa em lez er boan-mâ ; peautramant, na Doue nac an diaoul n’o deus sonch ac’hanon ; pet guech, ha dirac pet den.

A c’hui hoc’h eus losquet mallosou pe roet maledictionou da re-all, pe deoc’h hoc’h-unan, pe d’ho loenet, eguis lavaret : mallos Doue varnout, an tan ra tevo, ar vocen ra lazo, quee gant an diaoul, etc.

A c’hui hoc’h eus lavaret an traou-se a galon, gant desir pe bolontez e c’hoarvezent ; pet guech.

A c’hui hoc’h eus prononcet an Hano a Zoue hep respet, gant despet, pe dre goler, eguis lavaret : Sacre, Ventre, Pardi, etc., pe brononcet evit netra, pe evit farçal, an Hano a Jesus, Mari ; pet guech ?



VAR AN DREDE GOURC’HEMEN DOUE,
ha var ar c’henta gourc’hemen an ilis.


              Miret a ri an oll Suliou
              Gant œuvrou mad ha pedennou.
              Cleo devot a-ben-da ben
              Bep Sul a bep Gouel an Oferen ;
              Neuse pep labour a lizi,
              Evit hor Salver a enori.

A c’hui so chommet hep Oferen da Sul pe da Vouel