Pajenn:Disanv-Mellezou ar C halonou.djvu/8

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

en Ilis, c’hoarset pe en em gomportet en ur fæçoun direspet, grêt goab eus ar Misteriou, pe eus ar ceremoniou santel, dispriget comsou Doue a vize expliquet deoc’h ; pet guech.

A c’hui hoc’h eus credet pe grêt un dra bennac leun a superstition, eguis cridi d’an unvreou, d’al loënet, cridi ez eus deveziou eürus pe malheürus anezo ho-unan, consulti an divinourien pe ar re en em emel a sorceres, ha traou-all erguis-se.

A c’hui hoc’h eus en em servichet eus a ur sorceres bennac ; eguis a villejou, a gomsou, a oræsonou, pe eus a draou-all evit parea clènvejou, evit distana, chalmi ar goad ; chalmi ar fusullou, evit gouren, evit diboch pe trompla ur re bennac ; pet guech.

A c’hui hoc’h eus desquet ar seurt traou diabolic-se da re-all, pe o aliet d’en em servicha anezo ; da bet den, ha pet guech.

A c’hui so manquet pe daleet re da accomplissa ho vœuou, da lavaret eo, da renta pe da ober ar pez ho poa gouestlet da Zoue pe d’ar Saent ; pe seurt vœu ?



EXAMEN VAR AN EIL GOURC’HEMEN.


         Hep caus e Hano na doui quet,
         Nac ivez netra eus ar bed.


A c’hui hoc’h eus touet, da lavaret eo, quemeret Doue, pc ar Barados pe un dra-all da dest eus ar pez a lavarac’h pe a assurac’h. Pe seurt le hoc’h eus grêt, pe dre ho Feiz da Zoue, quer guir ha ma Doue en Ee, pe ne houllân biquen mont d’ar Barados, pe me houlen beza daounet, beza dall, pe an diaoul r’am dougou, pe ne houllân quet flaicha ae’hann, pe dre ur fæçoun-all bennac. Leveret pe e faus pe e guir, pe hep songeal hac èn a vize guir pe faus ; pet guech bemdeiz, pet guech er sizun pe er mis.

A c’hui hoc’h eus touet e faus dirac ur Barner. Al le hoc’h eus grêt hac èn a so bet caus eus ur c’holl pe un domaich bennac ; pe seurt domaich.

A c’hui hoc’h eus touet pe brometet, dre ho le, da ober un dra bennac hep caout intantion de ober ; a