Pajenn:Disanv-Mellezou ar C halonou.djvu/7

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


A c’hui hoc’h eus en em exposet pe en em laqueet en danger da bec’hi, o fiziout re en o nerz, en ho speret, en ho gouiegues, en ho tanvez, pe en ho querent, ho mignounet, pe seurt occasion, ha pet guech ?

VAR AR GARANTEZ.

A c’hui hoc’h eus bet santimanchou a gassoni evit an Autrou Doue, abalamour d’e jugeamanchou pe d’e C’hourc’hemennou, pere a barisse deoc’h re rust.

A c’hui hoc’h eus murmulet en e enep abalamour da ze, pe abalamour m’ho lese e poan, en affliction, e paourentez ; pe guech, ha dirac pet den.

A c’hui hoc’h eus taulet ho fautou var an Autrou Doue, o lavaret : Pa zon grêt er guis-mâ gant Doue, pa na ro quet Doue din ar c’hraç da drec’hi ma zañtimant na ma goall inclination : pet guech, ha dirac pet den. An dra-se a so blasphemi.

N’hoc’h eus-hu quet bet cassoni evit an dud devot ha vertuzus, o decriet, grêt goab anezo ; pet guech.

N’hoc’h eus-hu quet caret muioc’h traou ar bed evit Doue, o veza disposet d’e offansi quent evit o divoeret, quent evit displigeout d’ho querent, d’ho mignounet, etc.

A c’hui hoc’h eus leset ho tever pe un action vad bennac da ober gant mez, pe evit pligeout d’ar bed, pe gant aoun da veza goapeet ; petra eo, ha pet guech.

N’hoc’h eus-hu quet tremenet an darn vuia eus hoc’h amser er stad a bec’het marvel, heb ober actou a garantez Doue nac a contrition.

A c’hui so manquet da repren, ispicial ar re a so en ho carg, pa o deus grêt ur pec’het bennac en ho presanç.

A c’hui hoc’h eus meulet, amprouet pe conseillet un droug bennac, pet disaliet ur re bennac da ober mad ; pet guech ?

VAR AR RELIGION.

A c’hui so manquet da bidi Doue var ho taoulin dioc’h ar mintin ha dioc’h an nos, pe lavaret ho pedennou hep respet, hep devotion nac attantion, ho speret e lec’h-all ; pet guech.

A c’hui hoc’h eus parlantet ha causeet hep necessite