Pajenn:Disanv-Mellezou ar C halonou.djvu/4

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
4
AVIS




AVIS.

Gouzout a rit, va breudeur, pe da viana e tleit gouzout penaoz ar Govession a so un affer a gousecanç vras, mar deus nicun, pa ze guir e tepand anezi ho silvidiguez pe ho taonation eternel ; ho silvidiguez, mar e grêt mad, ho taounation ma na rit quet. M’ho pe, pe supposet ho pe, un affer a behini e tepante hoc’h enor, ho reputation, ho fortun pe ho puez, ne spernfac’h netra evit dont a ben d’e ober ha da gaout un issu mad. Grit ar memes tra evit affer ho silvidigues, pehini a zepand eus ar Govession vad. Hoguen evit ober ur govession vad, eo necesser absolu examina mad ho coustianç, da lavaret eo, lacaat ho speret hac ho poan da anaout ar pec’hejou hoc’h eus grêt. Evit ho sicour da ober an examen-se, ez eo grêt al Levric-mâ, e pehini e rapporter cals pec’hejou, a bere hoc’h eus coumetet darn, ha darn-all n’hoc’h eus quet : deoc’h eo da velet.

Marteze n’hoc’h eus grêt covession vad ebet en ho puez, faut deoc’h da veza examinet mad ho coustianç ; ar pez a so bet caus n’hoc’h eus quet discleriet ho oll pec’hejou, pe abalamour m’oc’h eus gant ho couezieguez nac’het unan bennac, pe abalamour n’hoc’h eus quet bet ar glac’har necesser anezo, nac ar volontez d’o c’huitaat, da chench a vuez, da dec’het dioc’h an occasionou, pe abalamour n’hoc’h eus quet restituet an danves goal guemeret, na pardounet a galon doc’h adversourien. Er seurt occasionou-ze hoc’h eus grêt goall govession, hac e zoc’h obliget, m’ar fell deoc’h en em savetei, da repari, dre ur govession general eus hoc’h oll buez, ma n’hoc’h eus grêt nicun vad, pe da viana eus abaoue an diveza govession vad hoc’h eus grêt.

Ha pa na vec’h quet memes anaoudec ho pe grêt goall govession ebet, e ven avis deoc’h da ober ur Govession general, ma n’hoc’h eus grêt biscoas nicun ; ha goude ober ur revu, a amser da amser, eguis ur veich er bloas, pep daou pe pep tri bloas, abaoue an hini diveza ho pezo grêt. Mar pratiquet quemense, e concefot mui a gontrition en ho calon, e quitafot ho coal accustamanchou, e condufot guel buez, ho pezo muy a horrol eus ar pec’het, mui a beoc’h hac a gonsolation en hoc’h ene. Al Levric-mâ ho sicouro cals e quemense : graç deoc’h da brofita anezan evit en em brepari da vonet dirac Doue, ar pez a c’hoarvezo certen, marteze hep dale ha pa sonchot nebeuta.