Pajenn:Disanv-Mellezou ar C halonou.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
23
MELLEZOUR AR C’HALONOU

vize faus, hac a gonsecanç, a elle noazout d’an enor pe d’ar reputation an Nessa. Eus a be seurt condition tud hoc'h eus-hu drouc-prezeguet er guis-se ; petra hoc’h eus-hu lavaret ha pet guech.

A c’hui hoc’h eus lavaret eus ho Nessa traou a vize guir, mæs cuzet ha secret, ha bet caus dezan da veza decriet ; dirac pet den.

A c'hui hoc’h eus cresquet fautou ho nessa, o lavaret mui evit ne voa en effet ; dirac pet den.

A c’hui hoc’h eus bet plijadur o clevet drouc-prezec ha dicrial ur re bennac : dre guriosite e voa, dre gassoni pe dre avi, pet guech.

A c'hui hoc’h eus drouc-songet ha credet re bront an drouc hoc’h eus clevet eus ar re-all, ispicial mar boa pouner ha noazus.

A c'hui hoc’h eus disculiet ar pez a voa lavaret deoc’h e secret, ha bet caus er guis-se d'eguile da gaout nec’h ha displigeadur, cassoni pe scandal ha division.

A c'hui hoc’h eus trahisset ur re bennac oc’h ober van da veza mignoun dezân ha da guemer e barti er mare ma voac’h control dezân. A c’hui a so bet caus dezân er guis-se da gaout coll pe domaich ; pe seurt domaich.

Ar seiz pec’het capital a so c’hoas ur sujet var behini e tleer en em examina : mæs mar hoc’h eus gret attantion, hon eus comset anezo e Gourc’hemennou Doue dre bere e zint diffennet.

Graç da nep a lenno pe a glevo lenn ar pez a so raportet el levric-ma, da brofita anezan, evit gloar Doue ha silvidiguez e ene.



Evelse bezet gret.



Imprimerie de DESMOULlNS à Landerneau,