Pajenn:Disanv-Mellezou ar C halonou.djvu/22

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22
MELLEZOUR AR C’HALONOU

vichourien, an devesourien, gonediguez ar vicherourien ; peguement a c’haou hoc’h eus-hu grèt outo.

N’hoc’h-hu quet bet negligeant da bea ho tle o c’hallout e ober, manquet da bea ho cargou, an deogou, lamet un dra bennac anezo, ha roet ar pep falla ho poa evito, ha bet caus er guis-se da nep ma rancac’h da souffr domaich ; peguement.

A c’hui hoc’h eus gret domaich da nicun en e vadou, en e eost, en e loenet, pe e traou all ; peguement a zomaich :

A c’hui hoc’h eus carguet er Rollou ur re bennac dre gassoni, dre vengeanç, pe evit discarga ho querent, ho mignounet, pe evit en em ziscarga hoc’h-unan.

O veza micherour, devezour, pe servichour, a c’hui hoc'h eus labouret gant lealdet ; n’hoc’h eus-hu quet laëret an amser, ar boet hac an arc’hant ; peguement e talie an domaich.

A c’hui hoc’h eus coumandet, conseillet aliet ober un domaich pe un drouc bennac, permetet, counsantet pe sicouret ober, roet pen d’al laëron, cuzet traou laëret pe goal gueméret, profitet anezo, pe manquet da ampeich ur c’holl bennac, ispicial o veza obliget, evel ur servichour pehini a bermet laëres e Vestr pe ober coll dezân ; peseurt domaich hoc’h eus-hu occasionet er guis-se ?



EXAMEN VAR AN EISVET GOURCHEMEN.

          Na gueïer, na fal testeni,
          Mir birviquen na liriri.

A c’hui hoc’h eus douguet fals testeni, o lavaret ar pez ne voa quet guir pe ho tevel var ar virionez ; pet guech ha pe seurt domaich hoc’h eus-hu occasionnet.

A c’hui hoc’h eus clasquet pe angaget ur re bennac da veza test faus ; pet den, ha pet guech.

A c’hui hoc’h eus gret actou, contrajou, quittancou pe billejou faus, laqueet brassoc’h somm er c’hontrajou-pren evit ne voa conditionet, ha quement-se evit ampeich ar raquit pe e cas a raquit, evit caout ar somm-se.

A c’hui hoc’h eus songet pe lavaret gueïer, traou a