Pajenn:Disanv-Mellezou ar C halonou.djvu/21

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
21
MELLEZOUR AR C’HALONOU



VAR AR SEISVET HAC AN NAVET GOURC’HEMEN.


        En em zivoal dioc’h laëronci,
        Na domaich da Hentez na ri,
        Madou re all na zezir quet
        D’ho c’hemeret hep guir ebet.

A c’hui oc’h eus quemeret un dra bennac divar goust ho nessa ; petra eo, ha peguement a dal ?

A c’hui hoc’h eus quemeret nebeut gant bolontez da guemer davantaich, m’ho pize cavet an occasion ?

A c’hui hoc’h eus bet alies ar volontez-se da guemer traou injustamant, pe desiret madou ho nessa, a traou ne voant quet dleat deoc’h ; pet guech ?

A c’hui hoc’h eus dalc’het cont vad eus ar pez a voa roet deoc’h da verza, pe recommandet da brena. Noc’h eus-hu quet miret un dra bennac gueneoc’h, var digare ma voa dister ha ma ho poa e c’houneet avoalac’h, abalamour ma vouiac’h ar fæçoun da verza hiroc’h pe da gaout guel marc’hat evit un all ; pegueit so ma rit an dra-se, pet guech, ha peguement bep guech ?

A c’hui hoc’h eus tromplet ho prena pe o verza, guerzet traou fall ha fautet, evit traou mad ha difaut, guerzet muioc’h evit ne dale ar varc’hadoures da nep ne vouie quet ar pris, gret fals poés, fals muzul pe mescount gant couieguez ; pegueit so ma rit er guis-se, pet guech, ha peguement bep guech.

A c’hui hoc’h eus distribuet arc’hant faus gant ho couieguez, peguement, ha pet guech.

A quemeret oc’h eus-hu un dra bennac a aparchante oc’h an Ilis ; pe, o veza Fabriq, leset traou an Ilis pe e goaranchou da goll, pe gret mescount.

A c’hui oc’h eus prenet gant ho couieguez traou a vize laëret, prenet e cuz digant graguez, bugale pe servichourien ; petra, ha pet guech.

A c’hui hoc’h eus miret en ho profit ar pez hoc’h eus cavet, pe hoc’h anaout e berc’hen, pe o vancout d’en em informi oc’h piou e apparchante ; petra eo.

A c’hui hoc’h eus peet gant lealdet goprou ho ser-