Pajenn:Disanv-Mellezou ar C halonou.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20
MELLEZOUR AR C’HALONOU

superiol, dispriget e bersonnaich, e avisou hac ar pez a goumande deoc’h legitimamant ; pet guech ?

AR GOURMANDIS.

A c’hui hoc’h eus debret pe evet re, ha memes bete incommodi ho yec’het, vomissa pe coll ho ræsoun ; pet guech.

A c’hui hoc’h eus grêt un dishonestis bennac dre ho mezventi, lavaret comsou lubric, canet canaouennou dissolit, touet Doue, charniet, clasquet affer, scoët pe cannet ur re bennac, injuriet pe goall dretet ho crecg pe ho pugale ; petra hoc’h eus-hu grêt pe lavaret, ha pet guech.

A c’hui hoc’h eus angaget re-all da eva dreist vusul, roet da eva da dud meo, hac en em vantet d’o beza mevet ; pet den, ha pet guech.

A c’hui hoc’h eus debret re alies, impliget re a amser da zibri ha da eva.

A c’hui a so bet meo da Sul pe da Vouel, d’an devesiou yun, eguis er c’horaïs er vigilou, en daouzec deiziou, ha bet caus da ur re bennac da ober ar memes tra ; pet guech.

A c’hui hoc’h eus yunet ar c’horaïs, ar vigilou, an daouzec deiziou, drebret etre ho predou, ha bet caus d’ar re-all da derri ar yuniou-se ; pet guech.

A c’hui hoc’h eus debret quic pe viou en deveziou difennet, hep nessessite na permission, ha grêt da re-all ober ar memes tra, pet guech ?

AL LEZIREGUEZ

A c’hui hoc’h eus collet an amser, o chom hep ober netra pen da ben an deiz ; nemet cousquet, dibri hac eva, pourmen, lavaret traou dibrofit, ober bisitou inutil, ha lesel ho traou en abandoun ; pet guech ?

A c’hui hoc’h eus manquet da assista en instruction, o caout ar gommodite, hac impliget hoc’h amser er c’hoariou, o c’hoari ar c’hartou pe c’hoariou-all ; pegueit so abaoue ma m’oc’h en accustumanç-se ?

A c’hui hoc’h eus prodiguet ho madou er c’hoariou, laqueet an dud da brezec ac’hanoc’h, ha bet occasion d’ho crecg pe d’ho pugale, d’ho tad pe d’ho mam da gaout melconi, displijadur ha dienez.