Pajenn:Disanv-Mellezou ar C halonou.djvu/17

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
17
MELLEZOUR AR C’HALONOU


A c’hui a so bet caus pe occasion da ur re bennac da offansi Doue dre ho faut pe dre ho coall exempl ; pe seurt pec’het, hoc’h eus-hu occasionet, pet guech, na da bet den.

A c’hui hoc’h eus amprouet goall actionou, meulet ur re bennac eus e bec’hejou ; pet guech, ha peseurt pec’het hoc’h eus-hu meulet.

A c’hui hoc'h eus laqueat ur re bennac da offansi Doue dre ho coal ali dre ho courc’hemen, pe oc’h e contraign, pe o vancout d’e gorrigea mar boa en ho carg, pe da avertissa an nep a alle lacaat urz ; pe seurt pec'het hoc’h eus-hu occasionnet er c’hiz-se.

A c’hui hoc’h eus manquet da ampeich ur pec’het pe un drouc all, mar boa en ho pouvoar e ampeich ; pet guech, hac e pe occasion.

Goulennit digant Doue ar c’hraç da garet ho Nessa eguistoc'h hoc’h-unan, eguis ma coumand deoc’h, martese n’hoc’h eus-én gret biscoas.



VAR AR C'HUEC'HVET HAC AN DECVET
GOURC'HEMEN.


          Lubric mir na vezi nepred,
          Dindan boan da veza daounet.
          Ne c’hoanta dre luxur pec’hi,
          Nac e sonch vil en em bligi.


Al Lubricite, ar pec’het vil se pehini, hervez an abostol Sant Paul, na dleffe quet beza hanvet etouez ar Gristenien, a eller da goumeti dre an oll squianchou naturel, ret eo eta o examina an eil goude eguile.

AN DIOUSCOUARN..

A c’hui hoc’h eus quemeret pligeadur o clevet comsou cuzet ha goloët, comsou lous ha dishonest, pe canouennou dissolit ; pet guech.

A c’hui hoc’h eus c'hoarset pe roet da entend en ur faeçoun-all bennac e amprouac’h ar seurt langaichou vill-se ; pet guech. O c'hallout o ampeich, en ur avertissa pe o repren nep o lavare, a c’hui a so manquet d’e ober.