Pajenn:Disanv-Mellezou ar C halonou.djvu/16

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16
MELLEZOUR AR C’HALONOU


A c’hui hoc’h eus gret drouc d’ho Nessa, e scoet, e voall-gannet, e vlecet pe e lazet, desiret pe gourdrouset ober an traou-se ; pet guech, ha pe seurt drouc hoc'h eus-hu desiret, ha pe seurt personaichou hoc’h eus tretet er guis-se.

A c’hui hoc'h eus bet trous, scandal, angaget re-all en ho tisputou, en ho cannou ; pet den, ha pet guech. Epad peguement a amser hoc’h eus-hu ruillet dre ho speret ar sonch pe an intantion da ober an drouc-se abars e ober.

A c’hui hoc’h eus injuriet ho Nessa en e bresanç ha dirac re-all. Hac-èn a voa guir pe faus, pe cuzet ha secret ar pez hoc’h eus lavaret.

A c'hui hoc’h eus e zrouc-prezeguet pe e zecriet er mare ne voa quet presant, quemeret pligeadur o clevet e zrouc-prezec. Petra hoc'h eus-hu lavaret pe clevet.

A c’hui hoc’h eus dre gassoni, dre vengeanç dre avi desiret un drouc bennac d’ho Nessa pe de Famill, eguis ar maro, collou, dishenor, paourentez pe eur goal affer ; quemeret pligeadur o velet drouc, pe displigeadur o velet vad dezan, pe seurt drouc, ha pet guech.

A c’hui hoc’h eus discleriet ar joa-se ho poa o velet drouc pe coll d’o Nessa da re-all, hac ho disaliet da ober vad dezan.

A c’hui hoc’h eus drouc-songet, credet drouc eus ho Nessa hep guir na resoun, lequeet trous, scandal ha division etre an dud.

A c’hui hoc’h eus desiret drouc deoc’h hoc’h-unan, eguis desirout ho maro, terri ho couzoug, en em veuzi, pe en-em laza en ur fæçoun-all ; pet guech ha perac.

A c’hui a so bet digas en andret ho Nessa, indiffarant o velet poan pe coll dezan, pe disprigeanç evintàn, occupet ho speret demeus e zefautou, o disculiet d’ar re-all, ha gret goab anezàn.

A c’hui hoc’h eus manquet d’he assista er pez ma c’hellac’h, bet cris hac ingrat en andret ar beorien, comset rust outo, ha gret rebechou dezo ; pet guech.

Pa zoc’h bet drouc countant a ur re bennac, a c’hui hoc’h eus murmulet en e enep, ha lavaret : Nebaoun, c'hui a zui c'hoas d'am c'hlas-me, affer hoc'h eus ac’hanon-me, mæs m’en talvo deoc’h.