Pajenn:Disanv-Mellezou ar C halonou.djvu/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15
MELLEZOUR AR C’HALONOU

maledictionou, lavaret comsou dishonest, evet dreist musul ha mezvet dirazo ; petra hoc’h eus-hu gret pe lavaret, ha pet guech.

A c’hui hoc’h eus gret goab dirazo eus an devotionou pe eus an dud devot ; pet guech.

N’o deus-y quet remerquet penaus ne assistet casi jamæs en Offiç en ho parres, na dosteet nemeur oc’h ar Sacramanchou, na bedet jamæs Doue var ho taoulin da vintin pa zavet, na da nos pa zet da gousquet ?


AN ANTRETIEN.

N’hoc’h eus-hu quet goall dispignet an danvez a dleac’h da implija evit antreteni ho pugale hervez ho stad, pe tremenet hoch amser er feneantis, o redec duma ha duont, ar pez a so caus na ellet quet o antreteni na pea ho tle.

N’hoc’h eus-hu quet contraignet unan bennac eus ho pugale da zimizi pe da antren en ur stad-all bennac, enep e volontes hac e gonsantamant parfet.

A c’hui a so bet caus a gassoni etre ho pugale, o caret an eil dreist eguile, pe o roï mui da unan evit d’eguile.

Mar doc’h Lestad pe Lesvam, a c’hui so bet rust en andret ar vugale guenta, o goaldretet, o injuriet, gret gaou outo dre un Invantor faus, pe en ur fæçoun-all.

A c’hui hoc’h eus paet ho servichourien gant lealdet. N’hoc’h-hu quet bet goal rust hac ingrat en ho andret, e coumandi dezo traou re zifficil pe dreist o galloud ; gret dezo paea traou collet pe torret hep o faut.

N’hoc’h-hu quet a abandounet en o c’hlenved pe reüset o soulagi hervez ho commodite ?


EXAMEN VAR AR BEMPET GOURCHEMEN.


          Mir na lazi den ebet,
          Nac a galon nae a effet.

A c’hui hoc’h eus bet cals a maliç hoc’h ho Nessa. Petra, ha pegueit e padet ar gassoni-se. A c’hui hoc’h eus recevet ar Sacramanchou er stad-se ; pet guech.

A c’hui hoc’h eus songet pe lavaret na bardounzac’h birviquen nep en devoa hoc’h offancet, reüsec prezec ountàn, e saludi a renta dezàn ar servich oac’h custum, pedet mallosou gantàn.