Pajenn:Disanv-Mellezou ar C halonou.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14
MELLEZOUR AR C’HALONOU


A c’hui hoc’h eus pec’het pe desiret pec’hi gant re-all, ha droug-songet eus ho pried var ar memes poent, pet guech ha pegueit amser hoc’h-hu bet er goall santimant-se ?

EXAMEN AN TADOU HAC AR MAMMOU.

An Tadou hac ar Mammou a dle instrui o bugale, roï dezo squezr vad, hac o antreteni hervez o c’hondition.

A c’hui hoc’h eus instruet ho pugale hac ho servicherien, ispicial ar re a so en oat da zisqui, desquet dezo anaout ha caret Doue, o c’hasset d’ar c’hatechis, d’an Oferen da Sul ha da Vouel, querquent ha ma ze achuet o seiz vloas ganto.

A c’hui hoc’h eus o c’hasset da goës, pa ze deut dezo ar memes oat a seiz pe a eiz vloaz, gret dezo pidi Doue hep mintin ha hep nos.

A c’hui hoc’h eus roet dezo liberte da frequanti tud fall, tud libertin, compagnunezou dangerus, eguis an dançou, an nosveziou, ar c’hoariou, etc, desquet dezo conchennou pe canaouennou dishonest, touet Doue en em lacaat e coler, en em scandala.

A c’hui hoc’h eus o c’horriget dre goler, dre amportamant ; o injuriet, pedet mallozou, pe roet goall dolliou dezo ; pet guech.

A c’hui hoc’h eus incitet ho pugale pe ho servichourien d’an drouc, eguis d’en em vengi, da ober coll, coumandet dezo traou diffennet, poho ampechet da ober traou coumandet gant Doue pe gant an Ilis ; petra, ha pet guech.

A c’hui oc’h eus inspiret dezo an ourgouil, ar vanite, an ambition, o meuli, o guenet, o speret, o madou, etc.

A c’hui hoc’h eus laqueet bugale vian, quent deiz ha bloaz, pe bugale goude an oat a bemp bloaz, da gousqüet gueneoc’h, pe autramant potret ha merc’het da gousquet assambles goude ar memes oat ; pet guech.

A c’hui hoc’h eus mouguet pe bet caus eus a varo anan bennac, rac beza e dennet er guele gueneoc’h.

AR SQUEZR VAD.

A c’hui hoc’h eus gret un droug bennac dirac ho pugale pe ho servichourien, touet, blasphemet, roet