Pajenn:De Carne An tri goulenn, 1926.djvu/9

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 7 —


Ar C’hlasker bara

Mil bennoz Doue warnout. Te ha te hepken ac’h eus bet truez ouzin. Gopreet mat e vezi. Sell ! Ar c’hlasker bara a stok, gand e vaz, ouz eun houarn marc’h. An houarn a zeu da veza en aour fin a grenn.

Gwelet a rez mar-d-eo bras va galloud. Goulenn tri zra, hag e vezo roet d’in an tri, gant ma ne c’houlenni ket ar binvidigez. An dra ze hepken, ar binvidigez, ne fell ket d’in, e nep giz, he rei d’it.

Fanchig

Na perak ’ta ? Ar binvidigez a zo mat, evelato.

Ar C’hlasker bara

Ya, met fall eo ive, peurliesa. Ar paour, dreist holl, pa binvidika, a gerz, meur a weach, gand eun hent war ziskenn ma ’z eer, gantan, d’ar gollidigez. Te oarvat. Gra da zibab, neuze, ha goulenn diganen tri zra, ar re a giri.

Fanchig

Mat kenan ; gwelet a rit ar skabell goad a zo aze ?

Ar C’hlasker bara

He gwelet a ran, sur.