Pajenn:De Carne An tri goulenn, 1926.djvu/8

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 6 —


O trei kein da vont kuit, Fanchig a wel ar c’hlasker bara. Sellit ! just avat ! Unan anezo ! Pa gomzer eus ar bleiz, e weler e lost. Rust eun tamm e vouez. Petra a fell d’eoc’h ?


II DIVIZ


Fanchig, Ar C’hlasker bara


Ar C’hlasker bara

Nebeut a dra. Laouen e ven gand eur greunenn vara. Dioc’h a bell e teuan, ha n’em eus kavet aluzenn ebet, n’eus forz pegen dister e vije bet, goude beza baleet ouspenn teir leo, er parreziou a dro war dro. A berz ar re baour, ne d-eo ket souez. Ar re binvidik, avat, ne ket hep ken rei netra eo, o deus great em c’henver me ; laosket o deus ar chas war va seuliou. Ne ouien ket e vije kalon ar Vretoned ker kriz ha ker fall ze.

Fanchig

N’oun ket souezet, va den mat, war gement se. An henchou a zo leun a dremenidi, a foeterien vro, a laeron, zoken, na lekeont fisians ebet e spered an dud. C’houi, evelato, a zo koz ha paour Job, eas eo her gwelet, ha doare eun den mat a zo ganeoc’h. O furcha en e bagadig dillad, hag o tenna dioutan eun tanmig bara. Kemerit ar greunenn vara ze. O vont da di va zintin, e prenin eun all evidoun.