Pajenn:De Carne An tri goulenn, 1926.djvu/7

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



KENTA LODENN


KENTA DIVIZ


Fanchig e unan. Dougen a ra, war e skoaz, eur pakadig dillad, stag oc’h penn eur vaz

Tud vat a sellit ouzin, n’am anavezit ket, a gav d’in. Me eo Fanchig, marichal, e Lokournan. C’houi, hep mar ebet, a labour start, da c’hounit ho para pemdeziek. Me, allaz ! a zo dilabour.

Peb en amzer e teu eur paotrig aman, gand eur c’hoz varc’h, kamm ha treut kagn, evit ma likiin eun houarn ouz unan eus e dreid paour. Eur weach all, eul labourer douar bennak a ro d’in eur zouc’h merglet, evid e zivergla.

Eun druez eo, hag al labour a ya war vihanaat, a zeiz e deiz, er vro ma. Kreisteiz a zo anezi. Me a zo debret va lein ; netra n’em eus da ober. Emaoun o vont da di va zintin, Mac’harid koz, o chom e Landerne. Va maeronez eo ; me zo karet ganti ker start hag e oan karet gant va mamm geaz, Doue r’he fardono. E ti va zintin am bezo, da vihana, digemer laouen ha boued founnus evit netra. C’hoarzin a ra. Ha, ha, ha !

Eur c’hlasker bara a zeu, goustadik, hag e chom e goueled an teatr, hep beza gwelet gant Fanchig. Dougen a ra eur zac’h war e skoaz. Araok mont kuit, avat, serra mat a rin dor va zi, abalamour d’ar riblerien a glask, noz deiz, eun tu pe du da gregi e madou an nesa.