Pajenn:De Carne An tri goulenn, 1926.djvu/42

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 40 —


Fanchig

Hag ez in, a galon vat. Roit d’in, evelato, pa ne ve nemet eur pennadig, da lavaret kenavo d’an holl dud a zo aze d’am zelaou.

Sant Per

Lavar.

Fanchig, d’an dud

An Aotrou Doue am galv, Bretoned vat. Ho kavin holl, a nevez, fisians am eus, er baradoz. Araok ma ’z in kuit, avat, selaouit, me ho ped, eur c’huzul fur a roan d’eoc’h. Ar gristenien vat eveldoc’h, keit ha ma vezont war an douar ma, a c’houlenn, gand o fedennou, eun dra pe dra hervez o c’hoant.

Mat. Ar pez a zo ar gwella, sur, eo goulenn mervel e stad a c’hras, etre divreac’h an Aotrou Doue. Kenavo, va breudeur karet. Saludi a ra an dud.

Sant Per

Deomp, va Fanchig ; poent eo.

Fanchig

Ya, aotrou Sant Per. Sant Per ha Fanchig a ya kuit.


Ar goel a ziskenn.