Pajenn:De Carne An tri goulenn, 1926.djvu/38

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 36 —


Melki

Truez ! truez ! en han’ Doue. Me zo koz ha skuiz maro. Te a zo sorser ’ta, Fanchig, gant da drompill daonet ? Koueza a ra, hag astennet atao war an douar, e kendalc’h da dripal, d’en em zifreta gand e ziouvreac’h hag e ziouc’har. Paouez ’ta ! Emaoun o vont da vervel.

Fanchig

Hag e varvi, sur eo, ma kendalc’hez da nac’h ar wirionez.

Melki, o tripal atao war an douar

Hag he livirin. Ya, ya, ya, awalc’h ! awalc’h ! Laeret em boa an arc’hant, dre nerz, digant ar vaouez koz, ha distaolet int bet, ganez, d’ezi, her gouzout a ran.

Fanchig

Mat ; ne ket re abred eo, skraper koz. Tenna a ra eur zon eus an drompill. Melki a zav gant poan.

Ar Barner

Sklear eo an traou, breman, sklear evel an heol. Ni, barner kenta eus ar gador varn, ha daou varner ganeomp, a lavar eo Melki an hini en deus laeret arc’hant digant eur vaouez koz, goude beza he gwall gaset en eun doare euzus.

Rak se, ar gador varn, o veza ma ’z eo bet ansavet e dorfed gand an torfedour, ha goude