Pajenn:De Carne An tri goulenn, 1926.djvu/33

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 31 —


Eur c’hlac’har eus ar re boaniusa a dreuz va c’halon o kounta d’eoc’h eur seurt torfed, aotrounez ; neuz a ra da zec’ha e zaoulagad gand e zourn, ha n’oun ket evit miret oc’h va daelou da redek, ha va genou da veza dilavar. Klemmus e vouez. Ha, ha ! ho, ho ! Emaoun o vont da zempla. Ha, ha ! Azeza a ra war e gador.

Ar Barner

Petra zo, aotrou Trabell, petra zo ? Daoust ha klanv e vefec’h ? Deuit ennoc’h hoc’h unan.

Trabell, klemmus e vouez atao

N’hellan ket, allaz ! n’hellan ket.

Ar Barner, spontet

Urcher, urcher, kit buan ha buan, ha deuit en dro gand eur werennad dour, da wellaat an aotrou Trabell.

Krang

Ya, aotrou barner, ne ran nemet mont dont. Krang a ya kuit, hag a zeu en dro, dioc’htu, gand e werennad dour.


XVI DIVIZ


An hevelep re


Krang, o tont en dro, re vuan, a stok e droad ouz troad kador Trabell, hag a gouez a dreuz