Pajenn:De Carne An tri goulenn, 1926.djvu/29

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 27 —


Melki, er meaz

Ya ; dont a ran. Melki a zeu.

Krang, a vouez uhel

Fanchig.

Fanchig, er meaz

Emaoun o tont. Fanchig a zeu, e zac’h gantan.

Ar Barner

Mat ; azezit ho taou, Melki a zeou, Fanchig a gleiz ! Azeza a reont. Grefier, lennit ar paper bet kaset da Fanchig evid her gervel da zont dirag ar gador varn.

Ar Grefier, o sevel hag o lenn

An hini a zo e hano Melki a damall an hini hanvet Fanchig da veza kemeret digantan, dre nerz, eur zac’had leun a besiou arc’hant. Ouspenn, Melki, dioc’h e lavar, a zo bet gourdrouzet ha skoet gant Fanchig, dre ma ne felle ket d’ezan rei an arc’hant dre gaer. Ar grefier a azez

Ar Barner, da Velki

Ha gwir e ve kementse, Melki ?

Melki

Ker gwir hag emaoun breman dirazoc’h, aotrou barner.