Pajenn:De Carne An tri goulenn, 1926.djvu/27

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 25 —

leac’h kemend ha ma karo. Met allaz ! petra a lavaran ’ta ? C’houi zo re druillek a gav d’in, ha re baour, evit goulenn digant eun alvokad bennak dont d’ho tifenn.

Fanchig, droug ennan

Unan am eus, hag her gwelet a reot, diwar ho koust, e poent hag en amzer. Hennez m’hen tou, a zo gwiziekoc’h ha galloudusoc’h egedoc’h. C’houi welo.

Trabell, droug ennan

Ya ; ne vezo ket, evelato, evit miret na vijec’h eul lampon a ziframm o gwenneien digant an dud keiz a zo re goz ha re zinerz evid en em zifenn o unan. Ne vezo ket evit miret kennebeut, na-d-eot, hirio, kent an noz, da gousket er prizon.

Fanchig, kounnaret neat, o lakaat e zourn serret dindan fri Trabell

Er prizon ? Livirit an dra ze eur weach c’hoaz, mastokin, livirit, hein ?

Trabell, kounnaret

Ya, ya ! er prizon ! laer lous ma z oc’h. Fanchig en em strink ouz Trabell, ha gand eun taol dourn a gas e voned alvokad da bourmen pell. En em ganna a reont start o daou, o krial a bouez penn. Ar barner a zeu, gantan ar grefier, Krang, an daou varner hag an daou archer. Fanchig a ya kuit gand e zac’h.