Pajenn:De Carne An tri goulenn, 1926.djvu/25

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 23 —


Melki

Biken, biken ! n’em eus ket ezom m ac’hanoc’h.

Trabell

Ac’hanta ! daou skoed, ha va labour, evitan da veza tenn, a vezo roet d’eoc’h evit netra, ya, ya, evit netra.

Melki

Great ar stal, met ne ket evit netra eo. Goude beza roet d’eoc’h daou skoed, va yalc’hadig paour a vezo goullo, kouls lavaret. O sellet war zu ar meaz. Setu deuet an heur. Tud a welan o tont d’ar gador varn, hag en o zouez, al lorgnez marichal, an diaoul a varichal ma komzen ouzoc’h diwar e benn. Fanchig a zeu o tougen eur zac’h war e skoaz. Lakaat a ra e zac’h war an douar.


XIII DIVIZ


Trabell, Melki, Fanchig


Trabell, rust e vouez eun tamm

Ha c’houi eo an hini a zo bet galvet gant Melki dirak ar varnerien ?

Fanchig

Me eo ; ha neuze ? petra a ra ze d’eoc’h ?