Pajenn:De Carne An tri goulenn, 1926.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 21 —

mar kirit ; ne rin forz hag o strinkin holl, a bez, dindan va fod houarn, da lakaat ar zoubenn da virvi. Drougig ennan. Kit da vale, evel m’em eus lavaret d’eoc’h. O c’hourdrouz, kit buanoc’h ’ta. Krang a ya kuit.


EIL LODENN


XII DIVIZ


Trabell, Melki


Trabell, flour e vouez

Bremaik ar varnerien a zeuio aman da varn an dud a zo bet galvet da zont dirak ar gador varn. Daoust ha n’oc’h ket unan anezo ?

Melki

Eo da ; en em glemm a ran eus eur c’hoz varichal en deus laeret diganen, dre nerz, eur bern brao pesiou arc’hant.

Trabell, oc’h ober neuz da veza nec’het

Taolit evez, taolit evez ! ne-d-aio ket mat an traou ganeoc’h, ’m eus aon. Risklus eo an dra ze, war va mennoz ; eas eo, sur, lavaret eo bet laeret arc’hant diganeoc’h. Met penaos e lekeot ar varnerien da gredi ez eo gwir ? Hein ? An dra ze, avat, a zo dies ha dies bras. Hein ? Eun alvokad, lemm e deod hag e spered, a zo