Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 13 —
Azez warni da c’hortoz ma teuin en dro gant va zraou. Melki a azez ; Fanch a ya kuit.
VI DIVIZ
Melki, azezet, outan e unan
Ouf ! ne ket re abred eo, ober eun diskuizig goude bale ha bale war an henchou, hep ehan, dindan tomder an heol. O sellet oc’h pep tu.
Nag hen a zo paour an ti ma. N’eus ket kalz a vadou da c’hounit el lochennig dister ma. N’eus ket aman kalz a draou da skrabat ; nann, nann.
Fanchig, er meaz
Deus, tad koz, deus da welet va marc’hadourez aman.
Melki
N’hellan ket, Aotrou Doue, n’hellan ket, tamm ebet.
Fanchig, er meaz atao
Petra ? N’hellez ket, farser, n’hellez ket ? Goapaat a rez ac’hanoun, emichans.
Melki
Ar wirionez eo, n’hellan ket sevel e nep giz. Fanchig a zeu.